Connexion
FR | BR
Brudin dre +
23 Meurzh 2016

Emvod meur 2016 Ti Douar Alre

Emvod meur Ti Douar Alre 2016 a zo bet dalc'het d'al lun 21 a viz Meurzh e-barzh kreizenn sevenadurel Kendalc'h, nevez savet en Alre (Tachenn Dor ar Meurvor). Ar-dro 70 den o deus kemeret perzh ; en o zouez e oa meur a zilennad daet a-berzh an aozadurioù lec'hel (kumunioù, kumuniezh kumunioù).

Ur gengevredigezh eo Ti Douar Alre, ti ar brezhoneg ha sevenadur Breizh àr zouar Alre. Enni en em gave bodet, e 2015, 58 kevredigezh, 2 embregerezh ha 125 ezel en o unan. Da geñver an emvod meur zo bet digarez enta da deurel ur sell àr framm ha moned-en-dro an ti (labourioù kaset get pep rann, Kreizenn ar sonerezh hengounel hag an oberererezhioù all meret àr-eeun get ar gengevredigezh : an dañs, ar challenge Douar Alré Sobhi Sport...) ; digarez a zo bet ivez da rentiñ ur c'hont pervezh ag ar prantadoù gouelioù hag abadennoù padusoc'h pe àr hiroc'h dermen : Sizhunvezh ar Brezhoneg, Gouel Breizh, un tañvad a Vreizh (kaset e-pad an hañv) hep ankouaat, anat d'an holl, ar festival Douar Alre Gouel Bemdez 2015.

A-unvouezh emañ bet degemeret danevell an obererezhioù 2015. A-unvouezh ivez eo bet vonet ar c'hitus d'ar vererion evit o doare da verat an argant àr ar mem blezad. Mar rank atav ar gengevredigezh derc'hel da boaniiñ evit ma kresko ar sammad gounidet geti hec'h-unan, emañ bet diskouezet forzh splann ivez penaos ul lodenn vat ag an harp en argant é tonet ag an aozadurioù foran - ha dreist pep tra ag ar gumuniezh kumunioù Auray Quiberon Terre Atlantique (Aqta) e-ser ur garta sinet - a zistroa en-dro davet ar bed foran : servij a reont da aoziñ pe da genaoziñ abadennoù sevenadurel gwelet ha darempredet get ar boblañs. Ur perzh bet komprenet mat get an dilennidi  : An I. Thomas, bez-prezidantez ar gumuniezh kumunioù e karg ag ar sevenadur a zo daet just-walc'h da lâret pegen plijet e oa Aqta é welet an doare ma laboure an ti nevez staliet e Pleuwigner.

E-mesk ar raktresoù kinniget evit 2016 e kaver, da gentañ, ar c'hoant da zerc'hel da vout oberiant bemdez - ha pas ken nemet da goulz ar prantadoù degouezhioù daet bremañ da vout "klasel" -  da harpiñ an anaoud an eil hag egile, ar c'hensikour hag ag c'henlabour etre ar c'hevredigezhioù ezel ha da boaniiñ evit ma vo anavetoc'h Ti ar Vro hag ar pezh a glasker ober dindan an doenn-se evit harpiñ ha brudiñ sevenadur ar vro.

Ur rentañ-kont perveshoc'h ag an emvod-meur a vo tu bout dindan berr en linenn. 

Mankout a ra tri melestrour àr poltred ar c'huzul nevez : Bernard Guérin, Pierre Godefroy ha Serge Guillard.

Un ezel nevez é tonet e-barzh ar c'huzul-meriñ : Jean-Yves Gouiffès.