Connexion
FR | BR
Brudin dre +
31 Mae 2016

Bilañs Sizhunvezh ar brezhoneg 2016

D'al lun 23 a viz Mae e oa en em dolpet un dek bennak a dud e sal Ti Douar Alre e Pleuwigner evit gober bilañs Sizhunvezh ar brezhoneg 2016. Un digarez eo bet ivez da lakaat ar gaoz àr roll abadennoù ar blez é tonet met ivez àr kani Devezh ar vugale a vo a-benn miz kala-Gouiañv er sal Émeraude e Lokoal-Mendon (un devezh kaset e brezhoneg evit ar vugale skoliataet en hentennoù divyezhek àr zouar Alre).