Connexion
FR | BR
Brudin dre +
23 Here 2014

Bro Alré Gouil Bamdé - Devezh ar brezhoneg

D'ar gwener 17 a viz Gouel Mikael eo bet tolpet bugale an hentennoù divyezhek ha Diwan a vro an Alre er sal Emeraude e Lokoal-Mendon - oc'hpenn 650 bugel etre tout - evit un devezh gouestlet d'ar brezhoneg. Lañset eo bet an traoù get ar strollad Balafent ar blez-mañ. Un arvest a galite, lan a varzhoniezh hag a vegon o deus kiniget aze. D'enderv, èl kustum, eo bet aozet un enderviad c'hoarioù, un degouezh d'ar vugale d'en em gavout get kamaraded é tonet a skolioù arall met é teskiñ hag ec'h ober get ar memes yezh èlte : ar brezhoneg.