Connexion
FR | BR
Brudin dre +
20 Eost 2017

Kampionad dañsoù Breizh : ar 6vet renk tapet get danserion Kevrenn An Alre

E Gwengamp e oa en em gavet ar seizh kelc'h keltiek gwellañ da geñver gourfenn kampionnad dañsoù Breizh aozet get ar c'hengevread Kendalc'h (d'an 19 ha d'an 20 a viz Eost 2017). Goude bout tremenet an 3 amprouadenn kinniget da bep strollad e Gwengamp : an amprouadenn tematek, an amprouadenn leurenniñ hag amprouadenn « krouiñ » (krouiñ un dañs nevez diàr unan hengounel) e tap danserion Kevrenn An Alre ar c'hwec'hvet renk.