Connexion
FR | BR
Brudin dre +
25 C'hwevrer 2015

Chañchamant prezidant e Ti Douar Alre

André Arhuéro en doa roet deomp da c’houiet pell zo bremañ e oa e c’hoant arsav get e garg a brezidant a Ti Douar Alre. Graet eo, chom a ra ezel ag hor c’huzul-meriñ evel-just, hag en trugarekaat a raomp a greiz-kalon evit ar labour bet kaset getoñ. Dilennet eo bet Daniel Carré evel prezidant. Ne vo chañchamant ebet ken a vo dalc’het ar c’hentañ emvod meur, bet lakaet d’ar lun 30 a viz Meurzh, da 6e30 g.m., e Sant Filiberzh. Fiziet eo karg prezidant komision ar brezhoneg e Joël Le Baron.