Connexion
FR | BR
Brudin dre +
29 Ebrel 2019

Darempred etre Tier bro ar Mor-Bihan : un hent boulc'het

D'ar Meurzh 23  aviz Ebrel o deus en em gavet e Pleuwigner (Ti Douar Alre) un dek a dud bennak (implijidi ha mererion) é tonet ag unan ag an tri ti ar vro en em gav treuzet o zachenn get an hent tizh (RN 165). Ober gwell anaoudegezh an eil get egile a-fet moned en-dro, obererezh plaen ha degouezhioù ispisial kaset… Un digarez ivez d'en em soñjal kevret àr ar pezh a vehe tu kenaoziñ, ken sevel evit brasañ mad an holl. En em gavet e vo arre e miz Even evit boulc'hiñ da vat an hent - hag ar c'henlabour, mar bet gellet.