Connexion
FR | BR
Brudin dre +
15 Gwengolo 2014

Distro-skol kentelioù-noz


Ha faotañ a ra deoc'h monet pelloc'h get ar brezhoneg ha heulhiñ kentelioù-noz ? Div gevredigezh a labour e Bro an Alre evit treuskas ha lakaat ar brezhoneg àr wel e Bro An Alre : Kerlenn Sten Kidna hag Ar Vammenn. Roiñ a reont kentelioù evit razh al liveoù, ag an deraouidi betek an dud en o aes get ar yezh, e meur a gumun àr zouar Alre. (Kerlenn Sten Kidna, An Alre, Pleuwigner, Plarnel, Krac'h ha Santez-Anna / Ar Vammenn : Lokoal-Mendon ha Belz).
Krogiñ a ray ar c'hentelioù en-dro adal al lun 15 a viz Gwengolo. Evit gouiet hiroc'h a-ziàr o c'hinnig kentelioù, priz ar c'hentelioù, evit choaj al live a gouchahe deoc'h ar gwellañ peotramant evit kement titour all, na zoujit ket monet e darempred geneomp (brezhoneg@tidouaralre.com, 02 97 31 87 59)