Douar Alre, Gouel bemdez 2017 Un disoc'h a-feson
Douar Alre, Gouel bemdez 2017: Un disoc'h a-feson !
Da geñver an tolp aozet nevez 'zo get Ti Douar Alre, e Pleuwigner, eh eus bet roet digarez da akterion (kevredigezhioù, tier-kêr, mediaouegoù...) rouedad ti ar vro da zistreiñ àr goulzad 2017 ar festival Douar Alre, Gouel Bemdez (etre an 6 a viz ar Gouel-Mikel hag ar 24 a viz Du tremenet) ha da eskemm enta àr o ferzh en 13vet koulzad-mañ.
Degouezhioù liessort dre ar vro a-bezh
214 degouezh, emgav foran pe abadenn, setu ar pezh a zo bet dalc'het an taol-mañ : baleadennoù ha troiadoù dizoloiñ ar c'hornad, predegennoù, abadennoù leurennet, diskouezadegoù, koñkour foto... Danvez é tegouezh doc'h pep sort publik kinniget er pevar c'horn ag ar gumuniezh kumunioù. Ur c'hinnig ken stank ha ken liessort a drugarez da liessortegezh, da niver ha da lañs ar 95 aktour o deus kemeret perzh.
Kresk enta a-fed niver an abadennoù dalc'het. Kement-se a zoug testoni ag al lusk hag ag ar c'hoant gober a santer dre ar vro àr an dachenn sevenadurel ; ul lusk hag ur c'hoant kevredet e rouedad TDA evit sevel ha kas ur festival a vlez da vlez. Peadra da vamiñ Katell Peron, kenurzhierez nevez en emgavet e ti ar vro: «Dizoloet em eus un nerzh, ul lusk da ober asampl na oan ket engortoz anezhe. Pemp sizhuniad festival, get kement à draoù àr gement a gumunioù, hag e-pad ur prantad n'eo ket hini an douristed : dreist!»
Bec'h atav, a vlez da vlez
A-fed an dasson bet hag ar berzh graet e-mesk an dud, ma oa bet damsantet abaoe penn kentañ ar prantad ne vehe ket bet fall an disoc'h doc'h an tu-se, ar fotoioù bet diskouezet e-pad an emvod hag ar sifroù bet kreizennet en diskouez biskoazh splannoc'h : tud a zo bet hed-ha-hed d'ar pemp sizhunvezh, muioc'h eget àrlene zoken . 32.000 arvestour, setu ar pezh a zo bet embannet an devezh-all ; kement-se hep kontiñ - un dra gwall ziaes d'ober - an dud tremenet dre diskouezadegoù 'zo evel, da skouer, en hini bet kenaozet get TDA hag AQTA ha bet dalc'het ur miz pad e Alre 'O, er poull-neuial.
Davet festival 2018
Petra 'vo Douar Alre Gouel Bemdez 2018 ? Un tammig abred eo evit el lâret : e Mezheven da zonet hepken eo e vo goulennet get izili ar rouedad emezeliñ e roll ar festival mar faoto dezhe. Doc'h tu Ti Douar Alre, kenurzhiour ha bannour ar gouel, emeur neoah kroget dija d'en em soñjal. Adkempennet e vo traoù 'zo ; ar c'halander en linenn, da skouer, evit ma vo aesoc'h da bep ezel banniñ e-unan e abadennoù àr lec'hienn ti ar vro. Roet e vo ivez muioc'h a lec'h d'an emglevioù etre ti ar vro hag ar c'hevredigezhioù evit sevel abadennoù...
Ti Douar Alre a vo, e 2018 evel bepred, un aktour evitañ e-unan : kinnig a ray abadennoù savet dezhañ evel ma ra dalberzh. E-mesk anezhe e vo, a-dra-sur «Nerzh ar Gerlenn – La Force du Rond », an heuliad sonerezh, kan ha dañs douget get rann ar sonerezh hengounel
-
25 Mae 2023
Priz an avaloù brav, un conte de Daniel Carré (podcast)
Adkavit bouezh Daniel Carré ha selaouit doc'h ar gontadenn “Priz an avaloù brav”. Un doare dic'hortoz da addizoloiñ douar Alre é heuliiñ troioù-kaer mab ur peizant, den tort met2 Mae 2023
Kamp vakañsoù evit ar vugale - enskrivadurioù
Evit ar wech kentañ e vo savet an hañv-mañ - get Ti Douar Alre hag an UBAPAR kevredet - ur c'hamp vakañsoù e brezhoneg. Ur sizhuniad àr an aod, e Kiberen. Digor d'ar vugale etre 8 ha 12 vlez.21 Ebrel 2023
Assemblée générale 2023
Compte-rendu de l'assemblée générale 2022 à télécharger ci-dessous.14 Ebrel 2023
Un tañva a sevenadur Breizh 2023 : digor eo an enskrivadurioù !
A-benn an hañv e vo moullet deiziataer sevenadurel "Goûtez la Bretagne" get Ti Douar Alre ! Gellet a rit enskriviñ hoc'h abadennoù amañ pe é pellgargiñ ar fichenn-se. Diwallit :29 Meurzh 2023
TUD PRIZIET KAN AR BOBL 25.03
Rummad "Kan a boz" : Natacha & Koulma Ar Gall ; Brieg Doujet ; Iunan André. Rummad "Kan da zañsal" : Yhuel Meven & Gwenaël Dage . Rummad "Skol-Vamm" : Skol-Vamm Joseph Rollo Pleuwigner.27 C'hwevrer 2023
Miziad ar brezhoneg àr zouar Alre 2023
E-pad miz Meurzh e vo kinniget un tregontaad abadenn bennak àr zouar Alre evit dizoloiñ ha lakaat ar brezhoneg àr wel. Emgavioù evit an holl, evit ar re vras hag ar re vihan, aozet get ar rouedad19 Genver 2023
Nouvel animateur ateliers " Dañs Alre "
Les danseurs de l’atelier du mardi soir Dañs Alré, qui regroupe plus d'une centaine d'adhérents au sein de la maison de pays Ti Douar Alré, ont pu se retrouver comme à l’accoutumé le 17 janvier7 Here 2022
Rallye photos en autonomie
Cette année, à cause du mauvais temps, nous avons du annuler le rallye photos prévu à Plouharnel le 15 octobre. Cependant, nous avons proposé un autre format de rallye en ligne. 👉 Le7 Here 2022
Paperioù kozh skrivet e brezhoneg…
E 2019, pa oad é skarzhiñ porzh a-gent ar person, e oa bet kavet ur yoc’h dielloù dornskrivet e brezhoneg evit al lod muiañ anezhe. Fiziet e oant bet eoa bet e Ti Douar Alre, karg d’ar re-mañ6 Here 2022
Lañset eo 18vet tennad Bro Alre Gouil Bamdé !
Ur sell àr taol-lañs ar gouel zo bet e Landevant disadorn paseet (1añ a viz Here). Oc'hpenn 60 den a oa bodet evit dizoloiñ programm an 18vet tennad. Adkavit ar programm a-bezh amañ- 26 Eost 2022
L'atelier danse reprend à Auray !
L’initiation à la danse bretonne reprend le mardi 6 septembre avec André Arhuéro. Le cours d’initiation à la danse bretonne «Dañs Alré» signe un partenariat entre Ti Douar Alré et13 Mezheven 2022
Un Automne autrement 2022 : les inscriptions sont ouvertes !
L’équipe de Ti Douar Alre est heureuse de vous annoncer que la 18e édition du festival Un Automne autrement – Bro Alré Gouil Bamdé se déroulera du 7 octobre au 13 novembre 2022.29 Ebrel 2022
Goûtez la Bretagne : les inscriptions sont ouvertes !
A-benn an hañv e vo moullet deiziataer sevenadurel "Goûtez la Bretagne" get Ti Douar Alre ! Gellet a rit enskriviñ hoc'h abadennoù amañ pe é pellgargiñ ar fichenn-se. Diwallit :8 Ebrel 2022
Ur sell àr Miziad ar Brezhoneg
Le Mois de la langue bretonne vient de se terminer et plus de 1000 personnes ont participé à la trentaine d’animations proposées par la maison de pays et son réseau. Concours d’hanter-dro au- 5 Ebrel 2022
Kinnig labour
Ti Douar Alre a zo é klask ur skoazeller.ez àr ar melestradur, ar c'hontoù hag ar bruderezh : https://fr.calameo.com/read/0046368562110f0396ed23 Meurzh 2022
Atalieroù e brezhoneg
Dizoloit hon deiziater trimiziek atalieroù evit ar re yaouank e brezhoneg : kizelliñ koad, sevel abadennoù radio, kinkladurioù Nedeleg... Pep hini a gavo h.e lod ! Amañ : https://www.calameo.com/read/004636856649e0d5f6cea2 Meurzh 2022
Stagadenn "Le trésor d'Erdeven / Teñzor an Ardeven"
E 2017, e suler presbital kozh an Ardeven e oa bet adkavet, gouarnet en ur voest kartoñs, un torkad dielloù paper a reer bremañ Teñzor an Ardeven anezhañ. Ur gavadenn dic'hortoz ha prizius24 C'hwevrer 2022
Emvod Meur 2022
22 C'hwevrer 2022
Miziad ar brezhoneg àr zouar Alre
E-pad miz Meurzh e vo kinniget un tregont abadenn bennak àr zouar Alre evit dizoloiñ ha lakaat ar brezhoneg àr wel. Emgavioù evit an holl, evit ar re vras hag ar re vihan, aozet get ar rouedad kevredigezhioù1 C'hwevrer 2022
GÊR A-BERZH MARTIN COUDER, ARZOUR
Mignoned karet ag an atalieroù kaset genin àr an Tanin e Pleuwigner hag e lec'hioù-all dre vro An Alre, mignoned ag ar gevredigezh l'Art de L'île. Doare a gasan deoc'h ne vo ket mui, adalek ar 1añ