Connexion
FR | BR
Brudin dre +
20 C'hwevrer 2025

Me a lenn Breizh !

Miziad ar brezhoneg hag ar gallaoueg eo miz Meurzh e Breizh. An emglevioù-bro é labourat àr dachenn sevenadur ha yezhoù Breizh er Mor-Bihan, get sikour Kuzul an Departamant, a ginnig deoc’h kemer perzh en degouezh « Me ‘lenn Breizh e miz Meurzh ». Biskoazh aesoc’h an traoù , trawalc’h eo lenn ul levr é tenniñ da Vreizh / d’ar brezhoneg / d’ar gallaoueg e-pad ar miz ha ranniñ ho soñjoù ; evit kement-se, kasit deomp ur foto àr hor pajenn Facebook pe Instagram, peotramant d’ar chomlec’h : emglevioù56@gmail.com.

Tennet ‘vo d’ar sord un nebeut kinnigoù e-mesk ar re bet kaset deomp ; lan a draoù ‘vo da c’hounit. Lennadennoù bourrus deoc’h-holl ha bec’h d’al levrioù !

Aozet get Ti Douar Alre ha mediaouegoù ‘zo er c’hornad ; Ti ar Vro Gwened, Ti ar Vro Bro Pondi, Emglev Bro an Oriant ha Raok.