Connexion
FR | BR
Brudin dre +
23 Eost 2017

Feiz ha kredennoù-pobl àr Zouar Alre

45 a dud a oa daet da selaou kaozeadennoù Korentin Denis, istorour da benn rann an Arzoù ha an Hengounioù-Pobl e Ti Douar Alre. En ur harpiñ ar gaoz àr dielloù dibabet biskoazh gwell en deus lakaet an arvesterion da vonet dre ar c'hredennoù, ar fesonioù d'ober, ar rikoù implijet n'eus ket c'hoazh gwerso dre ar vro amañ evit beviñ aesoc'h, chom yac'h... Doareoù pagan ha feiz kristen mesket ag ar c'havel betek ar bez...

Get nozvezh St-Filiberzh e klozer koulzad 2017 predegennoù an hañv kinniget get Ti Douar Alre ha kenaozet get 6 kumun dishañval a Zouar Alre.