Connexion
FR | BR
Brudin dre +
5 Gwengolo 2017

Deskiñ dañsal

André Arhuéro a ro emgav da razh ar re a vourr koroll, d'an deraouidi èl d'ar re duac'h àr an dañs, d'ar meurzh 5 a viz Gwengolo, da 8e noz. Dalc'het e vo ar c'hentelioù dañs er sal Peron, en Alre. Digor int d'an holl dindan emezeliñ (15€) da dTi Douar Alre, Ti ar brezhoneg ha sevenadur Breizh àr Zouar Alre. Kinniget e vezont get sikour kêr An Alre ha Kevrenn An Alre. Kaset e vezont dre sekañsoù 30mn en-dro d'un dañs, d'un terouer. Pep hini a c'hell enta dibab donet pa vez an aesañ dezhañ ha chom da zañsal kement hag en deus c'hoant.

Monet e darempred : André Arhuéro (06 03 40 66 36)

Dielloù stag

 https://bzh.tidouaralre.com/web/upload/medias/150410581759a6d559d54c9.pdf