Inscriptions ouvertes : Camp de Vacances en langue bretonne "Cap sur la baie de Quiberon"
Ur sizhuniad divar àr gourenez Kiberen, ur bed etre douar ha mor. Bod war an dachenn gampiñ eeun war an aod, dirak ar Meurvor, en ul lec’h digor d’an avelioù. Profitit ag ul lec’h dreistordinal evit komz brezhoneg en un doare bourrabl. Ar mor ha bed ar mor en em gavo e kalon ar sportoù kinniget (Kaiak, karr dre lien, un devezh war un enezenn…)
Dizoloet e vo ar c’hourenez war-droad pe get an tren zoken : kemeret e vo an « Tire-Bouchon» ! Dizoloet e vo ivez buhez ha labour an dud (pesketaerezh, luzinioù boestoù-mir…), o doareoù beviñ, o istorioù ha mojennoù. Sklaer eo : ne vo ket kavet hir e amzer !
Titouroù ouzhpenn àr lec'hienn UBAPAR : https://www.vakansou-otieus.bzh/
Sizhun d'ar Sul 6 a viz Gouere (degemer da 4e g.m) hag ar Sadorn 12 a viz Gouere 2025 (Kimiadiñ da 12e30).
Priz dre vugel 350€ / sizhun. 4 den karget d'ober àr o zro. 24 bugel d'ar muian.
Boued 100% biologique
Palioù kentañ ar chomadenn vakañsiñ :
- Komz ha gober e brezhoneg, dizoliñ sevenadur breizh
- Lakaat ar vugale da vout emren
- Kaout fiziañs enezhe / en o c'horfoù
- Bout doujus doc'h an nature ha kizidikaat doc'h an ekologiezh.
Un deltenn mui peadra da gousket a vo ret d'ar vugale digas gete, Aotret 'vez un deltenn 2 gambr e-barzh geti.
Evit kadarnaat ho enskrivadur, trugarez da leuniañ ha da gas ar perzhioù amañ-staget :
- Fichenn enskriviñ / La fiche d'inscription 2025
- Fichenn yec'hedel / La fiche sanitaire
- Aotre ar gerent / L'autorisation parentale
- Aotre neuial / Une attestation d'aisance aquatique (indispensable)
- Ur chekenn ad 100€ / Un chèque de caution d'un montant de 100€ (encaissé le 1er jour du séjour)
Da gas da : Ti Douar Alre, 11 Ru an Tanin / 11 Rue du Tanin, 56330 Pleuwigner / Pluvigner
Postel : tidouaralre@gmail.com
Dielloù stag
Fichenn enskriviñ
Fichenn yec'hedel
Aotre ar gerent-


3 Gwengolo 2026
Dañs Alre : edan berr e krogo an atalieroù en-dro !
Edan berr e vo kroget en-dro get an atalieroù Dañs Alre, an abadennoù tañva d'an dañs kinniget get Ti Douar Alre. Èl bepred e vint dalc'het bep Meurzh, etre 7e30 ha 9e noz, er sal Péron en Alre

1 Gwengolo 2026
"Un été en Bretagne", ul lennadenn get Daniel Carré
Da geñver eilvet lennadenn "La Bretagne à écouter lire à l'heure du café" e voc'h kaset get Daniel Carré da heul ur beajour saoz arall ag an XIXvet kantved : Th. A. Trollope,

1 Gwengolo 2026
Distro ar c'hentelioù brezhoneg !
Setu arru miz Gwenholon, emañ ar c'hentelioù brezhoneg edan krogiñ en-dro ! Ar blez-mañ e vo kinniget deoc'h - get Kerlenn Sten Kidna hag Ar Vammenn - 18 kentel, 5 live,- 30 Eost 2026
Un Automne autrement 2026 : les inscriptions sont ouvertes !
L’équipe de Ti Douar Alre est heureuse de vous annoncer que la 22e édition du festival Un Automne autrement – Bro Alré Gouil Bamdé se déroulera du vendredi 2 octobre au dimanche

27 Eost 2026
Roue ha rouanez an ozeganed
Pas pell a Gamorzh, en e gastell e-kreiz ar c'hoad, e veve un aotrou. Beviñ a rae en e-unan get e vatezh hag e vevel. Sot e oa get al lapoused, ken sot e oa gete ma faote dezhañ o fiaouiñ tout : marv pe bev.

27 Eost 2026
Ar c'hi burzhudus
Un noz e tegouezhas un dra dic'hortoz-kaer get Yann ar C'horr. Àr dreuzoù an nor e kavas ur c'hi - ur pezh mell unan ! - doc'h e golierenn, en-dro d'e c'hoûg, 'oa teir steredenn

25 Mezheven 2026
Un tañva a sevenadur Breizh 2026
Setu daet an hañv ! … Hag e teua Ti Douar Alre, ti ar brezhoneg ha sevenadur Breizh e Bro An Alre, d’ho kouviiñ holl, bras ha bihan, kozh ha yaouank, annezidi ha tud é tonet a lec’h-all da zizoloiñ

4 Mezheven 2026
Kinnig labour
Ti Douar Alre a zo é klask ur skoazeller.er àr ar melestradur, ar c'hehentiñ hag ar buheziñ ! Kasit ul lizher hag ur CV da degemer@tidouaralre.com

1 Mezheven 2026
Ti Douar Alre - Première rencontre des élus référents
Samedi 30 mai dernier, Ti Douar Alre recevait les élu.es référent.es langue et culture bretonne désigné.es par les nouveaux conseils municipaux ; pour la grande majorité d’entre eux, un premier

6 Mae 2026
Compte-rendu Assemblée générale 2026
Soixante-dix personnes étaient présentes à la salle Hélène Branche d'Auray le lundi 4 mai pour assister à l'assemblée générale annuelle de Ti Douar Alre. Ce fut l’occasion

13 Ebrel 2026
Emvod Meur 2026
Da lakaat e-barzh ho c'harned ! Emvod Meur Ti Douar Alre a vo d'ar lun 4 a viz Mae, da 6e30 g.m e sal Hélène Branche, en Alre.

19 Meurzh 2026
Breizh da selaou, ur lennadenn get Daniel Carré
Ti Douar Alre · Bzh_da_selaou_Voyage_a_travers_la_Bretagne_Sarah_Macquoid_1 Ti Douar Alre · Bzh_da_selaou_Voyage_a_travers_la_Bretagne_Sarah_Macquoid_2 Ti Douar Alre · Bzh_da_selaou_Voyage_a_travers_la_Bretagne_Sarah_Macquoid_3

5 Meurzh 2026
Barzhonegoù roeget - un abadenn kaset get Ronan Postic
Kinniget get Ronan Postic : Ti Douar Alre · 1_Barzhoneg_roeget_An_digreskin_Ronan_Postic Ti Douar Alre · 2_Puca_Barzhonegoù_roeget_Ronan_Postic

23 C'hwevrer 2026
Miziad ar brezhoneg 2025
E-pad miz Meurzh e vo kinniget un tregontaad abadenn bennak àr zouar Alre evit dizoloiñ ha lakaat ar brezhoneg àr wel. Emgavioù evit an holl, evit ar re vras hag ar re vihan, aozet get ar rouedad

19 C'hwevrer 2026
Me a lenn Breizh !
Miziad ar brezhoneg hag ar gallaoueg eo miz Meurzh e Breizh. An emglevioù-bro é labourat àr dachenn sevenadur ha yezhoù Breizh er Mor-Bihan, get sikour Kuzul an Departamant, a ginnig deoc’h kemer

12 Genver 2026
Kan ar Bobl 2026 : A-gevret e Bro Gwened
Emañ Kan ar Bobl é tostaat ! : Un digarez da dolpiñ kantadoù a ganerion/kanerezed, sonerion/sonerourezed ha bugale evit derc'hel bev, treuzkas ha kreñvaat hor glad sonet, kontet ha kanet! Hag e faot

20 Kerzu 2025
Komzoù Gouiañv
Komzoù Gouiañv 1 : Pa oa an oabl hag an douar tost an eil d'egile : Komzoù Gouiañv 2 : Pa gouezhas ar stered àr an douar : Daniel Carré · Komzoù Gouiañv- 12 Kerzu 2025
Digorit ho tivskouarn ! Kronikennoù evit ar re vras hag ar re vunut
Dibabit ho podkast é klikiñ àr ur vignetenn : KONTADENNOÙ HA RIMADELLOÙ :- 24 Du 2025
Kinnig Labour Renour / Renourez kamp an hañv 2026
Kefridi : Sevel ur bare animatourion.rezed evit ober àr-dro ur strollad 20 bugel etre 7 ha 15 vlez. Sevel ha kas ur raktres pedagogel e brezhoneg en-dro d'ar mor ha d'an aod (atalieroù hag oberezhioù

29 Gwengolo 2025
BRO ALRÉ GOUIL BAMDÉ : Lanset eo an 20vet tennad !
Lañset eo 21vet tennad Bro Alré Gouil Bamdé ! Oc'hpenn 50 den a oa tolpet e lec'h Ti Douar Alre disadorn paseet ; dilennidi, tud ag ar c'hevredigezhioù ezel a dTi Douar Alre. Oc'hpenn





