Connexion
FR | BR
Brudin dre +
30 Eost 2017

Katell Peron, kenurzhierez

Donemat da gKatell Peron ec'h erru e he c'harg e Ti Douar Alre !... Ganet eo e Noal-Muzilheg; goude bout studiet er skol-veur (lizhiri hag arzoù), tapet ur vestroniezh àr an touristelezh (meriñ ar glad) ha graet meur a staj, he deus labouret ur prantad e Pariz e-ser ar gengevredigezh Fédération Patrimoine et Environnement. Goude bout distroet da Vreizh ha bout heuliet ur stummadur daoulamm e brezhoneg (6 miziad get Stumdi) e ta neuze da kreñvaat pare Ti Douar Alre. Karget e vo da genurzhiiñ ha da heuliiñ holl oberezh an aozadur; kement ha bout bemdez, anat eo, henterourez kentañ an nep, ezel ag ar rouedad pe get, é tonet e darempred get an ti.