Connexion
FR | BR
Brudin dre +
10 Gouere 2017

Kentelioù brezhoneg : pred fin ar blez ha gouel an diplomoù

D'ar sadorn 1añ a viz Gouere, en ekomirdi Sant-Degan, he deus Kerlenn Sten Kidna klozet get he blezad skol-noz. Aozet eh eus bet ur pred er-maez, an digarez da roiñ o diplomoù d'an deskidi o doa tremenet get berzh o friziadennoù dibenn-blez. Ar blez-mañ e oa daet Jean-Claude Le Ruyet, bet kuzulier pedagogel ha kronikour er gazetenn sizhuniek Ya !, da roiñ o diplomoù d'an dud. Hogozik 30 den a zo daet da benn da dapout o live A1 pe A2 ar blez-mañ.

Bep blez e vez aozet ar priziadennoù-mañ get DAO (Deskiñ d'An Oadourien, kevredad ar skolioù-noz hag ar c'hreizennoù stummiñ àr ar brezhoneg) ha kinniget e vênt e peplec'h e Breizh.

Ar blez-mañ (2016-2017) eh eus bet oc'hpenn 110 den é heuliiñ ar c'hentelioù kaset get skipailh animaterion ar Gerlenn àr 4 c'humun a Vro An Alre (An Alre, Pleuwigner, Krac'h, Santez-Anna An Alre ha Belz).

Èl-kustum e adkrogo ar c'hentelioù a-benn kreiz miz Gwengolo. Evit gouiet pe deiz resis hag evit bout roll kentelioù ar blezad 2017-2018, na zoujit ket a vonet e darempred get ar gevredigezh adal kreiz miz Eost é pellgomz d'ar 02 97 29 16 58 pe é kas ur postel da ksk@ksk.bzh