Connexion
FR | BR
Brudin dre +
4 Eost 2017

Kevrenn Alre, pleustradeg divezhañ a-raok An Oriant

D'ar gwener 4 a viz Eost e oa en em gavet sonerion Kevrenn An Alre àr blasenn an Itron-Varia en Alre dirak preti ar C'hadoudal evit ur bleustradeg digor. An hini ziwezhañ a-raok kenstrivadeg gouel An Oriant. Berzh en deus graet bagad An Alre ar blez-mañ c'hoazh : arru eo trede dirak ar Velinerion hag ar Roñsed-Mor (rummad kentañ). Gourc'hemennoù dezhe ! Evit ar re n'int ket daet d'ar bleustradeg en Alre, setu un tañva ag an heuliad tonioù kinniget gete.