Connexion
FR | BR
Brudin dre +
27 Du 2020

Da breniñ ! Levr nevez : Priñsezig an dour

Laouen-bras eo Ti Douar Alre hag Emglev Bro An Oriant é kinnig deoc'h o embannadur nevez : « Lizig, Priñsezig an dour ».
Ur gontadenn lakaet e brezhoneg (get Loeiz Herrieu) skrivet ha skeudennaouet get Gerrit Theodor Rotman.

E-ser lenn ar 120 pajenn a ya d'ober al levr e voc'h kaset da heul troioù-kaer Lizig, ur gorriganez vihan, a-dreuz ur rouantelezh vurzhudus e-lec'h ma klever al logod, ar chignaned hag an tousegi é predeg èl tud. Pinvik eo neudenn an istor ; puilh ha dic'hortoz eo an darvoudoù skrivet en ur yezh flour ha bev.

E deroù an ugentvet kantved e oa bet embannet an oberenn-mañ evit ar wezh kentañ. Adlabouret eo bet kement a-fed testenn (reizhskrivadur) hag a-fed skeudennoù. Ur plas frankoc'h 'zo bet roet d'an engravadurioù savet get G. TH. Rotman, ur c'hant bennak etre tout ; livet int bet oc'hpenn da se. C'hwi a gavo un tañva er pezhioù-stag.

 

Kevret get al levr e kavoc'h...

  • Ur bladenn, ul lennadenn get Daniel Doujet hag Anaig Lucas, heuliet get sonerezh savet get David Le Port.
  • Ur c'haierig get an destenn lakaet e galleg get Daniel Carré.

Titouroù teknikel

Ment al levr : 21 x 29,7 cm / Niver a bajennoù : 120 / ISBN : 978-2-9570496-1-5

Priz Klik ha Kolekt : 18 €.

Deuit da gerc'hat ho skouerenn en hor burev e Pleuwigner (11 ru an Tanin). A-raok, pellgomzit deomp da 06 58  97 15 93.

Priz Mondial Relay : 23,35 €

Dre an ti-post : 26 € get ar mizoù-kas da breniñ amañ

 

Dielloù stag

 https://bzh.tidouaralre.com/web/upload/medias/16064863685fc109609814f.pdf
 https://bzh.tidouaralre.com/web/upload/medias/16064863865fc109721362d.pdf