Connexion
FR | BR
Brudin dre +
2 Gwengolo 2020

Emvod get ar referanded

Ar guzulerion-ezed nevez dilennet er vro (AQTA), bet karget da zerc'hel lec'h o c'humun e Ti Douar Alre ha da vout enta lagad, skouarn ha dorn brezhoneg ha sevenadur Breizh a-hed ar prantad é tigor, o deus en em gavet evit ar wezh kentañ disadorn diwezhañ, 29 a viz Eost, e Pleuwigner. 18 kumun - diàr ar 24 a gaver en etrekumuniezh - o deus diskouezhet dre o bezañs pe dre o goulenn bout titouret e oant dedennet get an emgav. Pal : anavout gwelloc'h moned en-dro hag obererezhoù TDA; komañs merchiñ hent ha doare ar c'henlabour da zonet. Pedet e oa bet ivez Ofis Publik ar Brezhoneg da gemer ar gaoz; daou graf a zo bet kinniget : stad Karta ar Brezhoneg ha hini an hentennoù divyezhek er vro.