Connexion
FR | BR
Brudin dre +
  • charte Ya d
  • Signature de la charte Ya d
  • Signature de la charte Ya d
  • Signature de la charte Ya d
  • charte Ya d
31 Meurzh 2014

Sinet eo ar garta Ya d'ar Brezhoneg get Ti Douar Alre

En em gavet o deus un hanter-kant bennak a dud d’ar lun 31 a viz Meurzh evit sinadur ar garta Ya d’ar Brezhoneg (label 2) get Ti Douar Alre.

Kaset eo bet get André Arhuéro, prezidant ti ar sevenadur hag ar brezhoneg e Bro an Alre, ha Lena Louarn, prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg.

Tro en deus bet Ti Douar Alre enta da lakaat da wiriiñ holl ar labour a vez graet getoñ e brezhoneg en e vonet en-dro. Sinet eo bet e kreizkêr an Alre, er stal Breizh Ma Bro, ur c’hevelour da Ti Douar Alre.

Get sonennoù bugale-skol divyezhek eo bet klozet an abadenn. Kent krogiñ geti eh eus bet dalc’het ur flashmob, sonennoù kaset get skol Diwan an Alre ha get Kanerion Pleuigner, ha roet katev ha kafe d’an dud é paseiñ dre ar ru.