Connexion
FR | BR
Brudin dre +
16 Meurzh 2016

Sizhunvezh ar Brezhoneg àr zouar Alre

Setu-ni erru e-kreiz Sizhunvezh ar Brezhoneg. Abadennoù a bep sort a zo bet betek bremañ da c'hortoz re arall betek an dibenn-sizhun. En o mesk :

- digwener (18.03, 8e30 g.m), ur filaj savet get Ar Vammenn e tavarn Feunteun-ar-Bleuñv e Pleñver.

- disadorn (19.03, 9e -5e), un devezh-studi en-dro da dem "Al livioù" savet get Ti Douar Alre ha Kerlenn Sten Kidna ha dalc'het e kreizenn Kendalc'h en Alre (ha nepas e lise Kêrplouz 'vel lâret da gentañ). 6 predegenn berr e brezhoneg troet doc'htu e galleg. Program ha hent davet al lec'h en ur glickiñ amañ.

- disul (20.03), adalek 12e, apero savet get Ti Douar Alre ha Pluvigner-Patrimoines dirak ad-tikêr Bizhui-Lannvaux.