Kenavo, Douar Alre Gouel Bemdez 2016 !...
Setu klozet enta 12vet prantad Douar Alre, Gouel Bemdez. Re abred eo c'hoazh evit teurel ur sell munut àr an disochoù. Ne seblant ket deomp neoazh bout bet forzh dishañval doc'h ar re kent : abadennoù kentoc'h darempredet mat ; ar santimant bout santet un tamm buhez é verviñ dre Zouar Alre a-bezh. Ni, kenaozerion, hor boa en em gemeret evit ma vehe bet, da vihanañ, un degouezh bennak e pep kumun ; an dud, an arvesterion o deus, int ivez, en em ziblaset dre ar c'hornad. 'Vel kent, eh omp bet, ar wezh-mañ c'hoazh, e stad da ginnig abadennoù liesseurt dre an danvez, an dud gortozet, al lec'hioù hag an eurioù lakaet.
Lec'h ar brudiñ n'eo ket bet, sklaer eo, dister e-barzh an disoc'h-se gounidet deomp. "Douar Alre, Gouel Bemdez" a zo daet da vout ur gwir merk. Ni, e Ti Douar Alre, hon eus graet hor gwellañ evit kreskaat he brud : ur skritell nevez, ul levrig-programm, ar c’halander àr Internet, emgavioù get ar gazetennerion, daremprediñ ar mediaoù klewelet...). C'hwi, mignoned vat, a zo bet niverus ec'h ober mañsion anezhi en ur vrudiñ an abadennoù savet genoc'h. En em lakaat holl dindan ar mem merk-se hag en diskouez, aze emañ just a-walch hon nerzh hag hor volontez da zerc'hel d'ober.
A gement-se - hag a draoù arall - e komzimp arre e-ser ar bilañs a rimp asampl a-benn al lun 5 a viz Kerzu, da 6e30 g.m. er sinema Ti Hanok, en Alre. Gellet a rit merkiñ an emgav-se dija en ho karned. Digarez hor bo ivez da zizoloiñ, an deiz-se memp, ar film bet kensavet, etre an 16 hag an 29 a viz ar Gouel-Mikel, get ar gevredigezh 100Lieux ha Ti Douar Alre diàr an abadennoù, an dud, al lec'hioù bet darempredet get ar skipailh filmiñ.
D. Carré,
prezidant Ti Douar Alre
-
6 Genver 2025
Kan ar Bobl 2025 : A-gevret e Bro Gwened
Emañ Kan ar Bobl é tostaat ! : Un digarez da dolpiñ kantadoù a ganerion/kanerezed, sonerion/sonerourezed ha bugale evit derc'hel bev, treuzkas ha kreñvaat hor glad sonet, kontet ha kanet! Hag e faot20 Kerzu 2024
Dites le en breton ! Nedeleg e Brezhoneg !
Voici quelques phrases utiles pour souhaiter en breton à vos proches et collaborateurs de bonnes fêtes de fin d'année ! Setu un toullad frazennoù talvoudus evit souetiñ gouelioù dibenn-blez bourrapl19 Kerzu 2024
Podcast Komzoù Gouiañv : Pa oa an oabl hag an douar tost an eil d'egile...get Daniel Carré
Podcast Komzoù Gouiañv : Pa oa an oabl hag an douar tost an eil d'egile...get Daniel Carré Evit Selaou : https://on.soundcloud.com/CbWF1fvXH6sWZ3Bg814 Du 2024
Kinnig Labour Renour / Renourez kamp an hañv 20225
Kefridi : Sevel ur bare animatourion.rezed evit ober àr-dro ur strollad 20 bugel etre 7 ha 15 vlez. Sevel ha kas ur raktres pedagogel e brezhoneg en-dro d'ar mor ha d'an aod (atalieroù hag oberezhioù2 Here 2024
BRO ALRÉ GOUIL BAMDÉ : Lanset eo an 20vet tennad !
Lañset eo 20vet tennad Bro Alré Gouil Bamdé ! Oc'hpenn 50 den a oa tolpet e kreizenn sokial ha sevenadurel e Landaol disadorn paseet ; dilennidi, tud ag ar c'hevredigezhioù ezel a dTi Douar30 Gwengolo 2024
Billetterie spectacle L'attrapeur de rêves - JL Roudaut
Retrouvez ici la billetterie pour le spectacle L'attrapeur de rêves, le samedi 12 octobre au centre culturel Athéna à Auray : https://www.helloasso.com/associations/ti-douar-alre/evenements/spectacle-familial-l-attrapeur-de-reves4 Gwengolo 2024
Atalieroù e brezhoneg evit ar vugale : lakait hoc'h añv !
Un heuliad atalieroù kaset e brezhoneg digor d'ar vugale etre 6 ha 14 vlez Evit an distro-skol 2024-2025 e kinnig Ti Douar Alre ur raktres nevez d’ar vugale etre 6 ha 14 vlez : un heuliad devezhioù21 Eost 2024
Cours de danses bretonnes "Dañs Alré" année 2024-2025 : Reprise Mardi 10 Septembre
Entrer dans la "Dañs", se faire plaisir, se former, se perfectionner, découvrir l'histoire des danses bretonnes, passer un moment convivial. Les cours d'initiation et de perfectionnement21 Eost 2024
Kentelioù Brezhoneg : Setu arru an distro ! Adkroget e vo adal ar 25/09
Kentelioù Brezhoneg : Setu arru an distro ! Adkroget e vo adal ar 25/09 Darempred get : • KERLENN STEN KIDNA : 02 97 29 16 58, ksk@ksk.bzh • AR VAMMENN : 02 97 24 58 28, arvammenn@gmail.com15 Gouere 2024
BRO ALRÉ GOUIL BAMDÉ 2024 : digor eo an enskrivadurioù !
L’équipe de Ti Douar Alre est heureuse de vous annoncer que la 20e édition du festival Un Automne autrement – Bro Alré Gouil Bamdé se déroulera du Vendredi 4 octobre au dimanche26 Mezheven 2024
UN TAÑVA A SEVENADUR BREIZH
Setu arru roll abadennoù an hañv kenurzhiet get Ti Douar Alre ! Abadennoù e-leizh evit tañva sevenadur Breizh àr zouar Alre, kinniget deoc’h get un tregont aozadur bennak é labourat àr an tiriad.27 Mae 2024
Assemblée générale 2024
Lundi 27 mai s'est déroulée l'assemblée générale de Ti Douar Alre à la salle Kozh Kastell de Pluvigner, merci à tou.tes d'être venus si nombreux.ses. Vous trouverez le rapport d'activité23 Ebrel 2024
Urzhprenañ "Da c'hortoz Kreiznoz", levr divyezhek skrivet get Loeiz Herrieu.
Un oberenn nevez embannet – divyezhek brezhoneg-galleg evit ar wezh kentañ - hag a ray plijadur da galz a lennerion: "Da c'hortoz Kreiznoz" Ur breur da Àr bont ar velin, dastumad sorbiennoù Loeiza23 Ebrel 2024
UN TAÑVA A SEVENADUR BREIZH : DIGOR EO AN ENSKRIVADURIOÙ !
Emañ an hañv é tonet ! Ha getañ kours un "Tañva a sevenadur Breizh" gantañ ! Breizh a vo lakaet àr wel e Bro An Alre a-hed ar gouel-se : sonerezh, kan, dañs, arz, yezh, istor, kontadennoù,- 10 Ebrel 2024
KINNIG LABOUR
KINNIG LABOUR : KLASK A REOMP UR RENER.EZ EVIT KAMP MIZ GOUERE - Plijout a rafe dit lakaat da varregezhiou BAFD e pleustr ? - Souetiñ a rez labourat e Brezhoneg hag e Kiberen ouzhpenn !?- 19 C'hwevrer 2024
Disoc'hoù Kan ar Bobl 2024 : A-gevret e Bro Gwened
Retrouvez les résultats du concours Kan ar bobl (manche de Locoal-Mendon) organisé par Ti Douar Alre, Kerlenn sten Kidna, ar Vammen et la commune de Locoal-Mendon. Nous remercions tous nos6 Here 2023
Lañset eo 19vet tennad Bro Alre Gouil Bamdé !
Arru a raio ar programm dindan berr !20 Gwengolo 2023
Rallye photos en autonomie : "Au point du jour"...
Pour la 6ème édition du Rallye photos Ti Douar Alre, nous vous proposons un défi à relever en autonomie, en individuel ou par équipe. 4 intitulés sont actuellement proposés via les réseaux sociaux1 Gouere 2023
Goûtez la Bretagne 2023 / Un tañva a sevenadur Breizh 2023
« Tanvaat Breizh ! »… Da gement en ho kouvi Ti Douar Alre, ti ar brezhoneg ha sevenadur Breizh e bro An Alre. Ar programm-man, hini an hañv 2023 enta, n’en deus ken nemet ur pal : ho lakaat da zizoloiñ25 Mezheven 2023
Un Automne autrement 2023 : les inscriptions sont ouvertes !
L’équipe de Ti Douar Alre est heureuse de vous annoncer que la 19e édition du festival Un Automne autrement – Bro Alré Gouil Bamdé se déroulera du 6 octobre au 12 novembre 2023.