Un abadenn « Mardi de la Dañs » dibar a-walc'h hag un arvest àr ar stern : « Nerzh ar Gerlenn »
D'ar meurzh 27 a viz Even e oa daet hogozik 500 a dud e bourc'h Brec'h evit dañsal, kanal, soniñ, c'hoari, sellet doc'h ar re arall é korolliñ, debriñ krampouezh, tenniñ fotoioù, filmiñ ha c'hoazh...
Pep hani a zalc'ho soñj ag an nozvezh dibar-mañ evit un abeg pe un arall. Evit lod e vo a-gaoz d'an niver bras a dud daet, dre ma oa bet bourrapl dibuniñ an nozvezh ha kaer an dañsoù-tro. Evit lod arall e vo marse evit bout kemeret perzh en ul labour àr ober, ur film hag a viro ur roudenn ag ar glad dañset. Tud arall c'hoazh a soñjo kentoc'h er prantad fromus « Dalc'h soñj », pa oa bet klevet kleier Iliz Sant Andrev é soniñ 9 zaol da nav eur noz...
André Arhuero en doa souetet ma vehe bet brav an amzer ha ma vehe daet lan a dud. Un taol kaer e oa rak tud ha heol a oa d'an deiz-se ! Ur gemenadenn a gaso emberr evit trugarekaat razh re o deus respontet d'e bedadenn.
« Kouviet em boa d'an nozvezh-mañ kement dañsour a zo e Bro An Alre evit leurenniñ unan ag an taolennoù niverus a yay d'ober danvez hon arvest « Nerzh ar gerlenn ». Un arvest hag a vo kinniget e miz Mae 2018 ».
En arvest-mañ e vo lakaet an dañsoù-tro àr-wel e pep keñver : e keñver o stumm, o lusk, o signifiañs, o abegoù sokial... Istor an dañsoù-pobl a vo e neudenn dezhañ. E Breizh-Izel e weler pegen boutin eo bet an dañsoù-tro a-hed an amzer. Boiajet e vo ag ur c'hours d'un arall adal ar grennamzer betek an amzer a-vremañ, é tremen dre an Azginivelezh, ar prantad barok, klasel, romantel ha modern. Get ur c'hantad bennak a arzourion a Vro An Alre e vo lakaet an taolennoù-mañ da veviñ.
Douget eo ar raktres arz-mañ get Ti Douar Alre, ha dreist pep tra get e Greizenn Sonerezh Hengounel, get he frezidantez Nicole Raud ha get Fabrice Lothodé, renour ar skol sonerezh.
« Henoazh emañ bet boulc'het an traoù, get berzh. Sellet e vo doc'h an traoù filmet get dron Adrien Fréville ha savet 'vo diàr an dafar-se ur film a bado un dek munutenn bennak. Skrivet e vo un ton get Fabrice Lothodé hag a yay da heul ar film pa vo bannet àr ur skramm bras tra ma vo an dañserion é korolliñ. »
Da heul an arvest-mañ e vo kinniget d'an dañserion ur stummadur àr ar foñs kozh get Naïk Raviart, enklaskerez hag istorourez an dañs, arbennigourez àr dañsoù an 18vet kantved ha kendiazezourez Atalier an Dañsoù-Pobl a zo e bal dezhañ kas enklaskoù àr an dañsoù-pobl hag o c'helenn d'an dud. »
Evit gouiet hiroc'h a-ziàr an abadennoù kinniget get Ti Douar Alre àr www.tidouaralre.com
Monet e darempred :
Poduiñ ha skigniñ arvest « Nerzh ar Gerlenn – La force du rond »
André Arhuéro, kenurzhier Ti Douar Alre, degemer@tidouaralre.com
06 58 97 15 93 pe 06 03 40 66 36
-
15 Gouere 2024
BRO ALRÉ GOUIL BAMDÉ 2024 : digor eo an enskrivadurioù !
L’équipe de Ti Douar Alre est heureuse de vous annoncer que la 20e édition du festival Un Automne autrement – Bro Alré Gouil Bamdé se déroulera du Vendredi 4 octobre au dimanche26 Mezheven 2024
UN TAÑVA A SEVENADUR BREIZH
Setu arru roll abadennoù an hañv kenurzhiet get Ti Douar Alre ! Abadennoù e-leizh evit tañva sevenadur Breizh àr zouar Alre, kinniget deoc’h get un tregont aozadur bennak é labourat àr an tiriad.27 Mae 2024
Assemblée générale 2024
Lundi 27 mai s'est déroulée l'assemblée générale de Ti Douar Alre à la salle Kozh Kastell de Pluvigner, merci à tou.tes d'être venus si nombreux.ses. Vous trouverez le rapport d'activité23 Ebrel 2024
UN TAÑVA A SEVENADUR BREIZH : DIGOR EO AN ENSKRIVADURIOÙ !
Emañ an hañv é tonet ! Ha getañ kours un "Tañva a sevenadur Breizh" gantañ ! Breizh a vo lakaet àr wel e Bro An Alre a-hed ar gouel-se : sonerezh, kan, dañs, arz, yezh, istor, kontadennoù,23 Ebrel 2024
Urzhprenañ "Da c'hortoz Kreiznoz", levr divyezhek skrivet get Loeiz Herrieu.
Un oberenn nevez embannet – divyezhek brezhoneg-galleg evit ar wezh kentañ - hag a ray plijadur da galz a lennerion: "Da c'hortoz Kreiznoz" Ur breur da Àr bont ar velin, dastumad sorbiennoù Loeiza- 10 Ebrel 2024
KINNIG LABOUR
KINNIG LABOUR : KLASK A REOMP UR RENER.EZ EVIT KAMP MIZ GOUERE - Plijout a rafe dit lakaat da varregezhiou BAFD e pleustr ? - Souetiñ a rez labourat e Brezhoneg hag e Kiberen ouzhpenn !?- 19 C'hwevrer 2024
Disoc'hoù Kan ar Bobl 2024 : A-gevret e Bro Gwened
Retrouvez les résultats du concours Kan ar bobl (manche de Locoal-Mendon) organisé par Ti Douar Alre, Kerlenn sten Kidna, ar Vammen et la commune de Locoal-Mendon. Nous remercions tous nos10 Genver 2024
Kan ar Bobl 2024 : A-gevret e Bro Gwened
Ar blez-mañ e vo kinniget evit an eilvet gwezh kenstrivadeg Kan Ar Bobl àr zouar Alre " A Gevred e Bro Gwened ". Kan ar Bobl a zo daet da vout un degouezh a-bouez e bed sevenadur Breizh abaoe 1973.6 Here 2023
Lañset eo 19vet tennad Bro Alre Gouil Bamdé !
Arru a raio ar programm dindan berr !20 Gwengolo 2023
Rallye photos en autonomie : "Au point du jour"...
Pour la 6ème édition du Rallye photos Ti Douar Alre, nous vous proposons un défi à relever en autonomie, en individuel ou par équipe. 4 intitulés sont actuellement proposés via les réseaux sociaux31 Eost 2023
Kentelioù Brezhoneg : Setu arru an distro ! Adkroget e vo adal ar 25/09
Kentelioù Brezhoneg : Setu arru an distro ! Adkroget e vo adal ar 25/09 Darempred get : • KERLENN STEN KIDNA : 02 97 29 16 58, ksk@ksk.bzh • AR VAMMENN : 02 97 24 58 28, arvammenn@gmail.com21 Eost 2023
Cours de danses bretonnes "Dañs Alré" année 2023-2024 : Reprise le Mardi 12 Septembre
Entrer dans la "Dañs", se faire plaisir, se former, se perfectionner, découvrir l'histoire des danses bretonnes, passer un moment convivial. Les cours d'initiation et de perfectionnement1 Gouere 2023
Goûtez la Bretagne 2023 / Un tañva a sevenadur Breizh 2023
« Tanvaat Breizh ! »… Da gement en ho kouvi Ti Douar Alre, ti ar brezhoneg ha sevenadur Breizh e bro An Alre. Ar programm-man, hini an hañv 2023 enta, n’en deus ken nemet ur pal : ho lakaat da zizoloiñ25 Mezheven 2023
Un Automne autrement 2023 : les inscriptions sont ouvertes !
L’équipe de Ti Douar Alre est heureuse de vous annoncer que la 19e édition du festival Un Automne autrement – Bro Alré Gouil Bamdé se déroulera du 6 octobre au 12 novembre 2023.- 24 Mezheven 2023
BRAINSTORMING : Temps d'échange avec nos partenaires.
L'année 2022 à été marqué par le retour à un fonctionnement quasi normal après les deux années COVID, l'année 2024 verra la 20ème édition du festival "Un Automne Autrement" et par la même17 Mezheven 2023
Lang'ARTs 2023 : Un voyage à travers les langues du monde et les pratiques artistiques.
Rendez-vous à Pluvigner ( Salle et parc de la Madeleine ) à tous les amoureux des langues du monde et des pratiques artistiques. Nous vous proposons une journée unique, une occasion de tourner les4 Mezheven 2023
L'EAU LES YEUX DU MONDE : An dour, lagad ar bed
l'Ecomusée du Pays d'Auray à Brech et ses partenaires vous proposent une journée pour ouvrir votre regard sur d'autres façon d'aborder l'eau en Pays d'Auray. Au programme : des conférences avec25 Mae 2023
Priz an avaloù brav, un conte de Daniel Carré (podcast)
Adkavit bouezh Daniel Carré ha selaouit doc'h ar gontadenn “Priz an avaloù brav”. Un doare dic'hortoz da addizoloiñ douar Alre é heuliiñ troioù-kaer mab ur peizant, den tort met2 Mae 2023
Kamp vakañsoù evit ar vugale - enskrivadurioù
Evit ar wech kentañ e vo savet an hañv-mañ - get Ti Douar Alre hag an UBAPAR kevredet - ur c'hamp vakañsoù e brezhoneg. Ur sizhuniad àr an aod, e Kiberen. Digor d'ar vugale etre 8 ha 12 vlez.14 Ebrel 2023
Un tañva a sevenadur Breizh 2023 : digor eo an enskrivadurioù !
A-benn an hañv e vo moullet deiziataer sevenadurel "Goûtez la Bretagne" get Ti Douar Alre ! Gellet a rit enskriviñ hoc'h abadennoù amañ pe é pellgargiñ ar fichenn-se. Diwallit :