Connexion
FR | BR
Brudin dre +

Lec'hiiñ

Auray, Ti Hanok
56400

Saverion

Darempred

​ENEZ AR VOUZARED (SINEMA)

Film 56400 - 10 Meurzh 2026

Tres

E gouel ar filmoù a vez dalc’het bep hañv e Douarnenez o deus kemeret ar Vouzared o flas, skoaz doc’h skoaz get minorelezhioù ar bed. Evite, a pa vehent arzourion, tud a youl vat pe festivalerion, bout bouzar n’eo ket un namm met ur sevenadur. En ur ober anaoudegezh get tri anezhe, a oadoù dishañval, Laetitia, Eric ha Thumette e vo taolet sklêrijenn àr istor trubuilhet yezh ar sinoù : he bleuñvadur nevez-c’hoarvezet, met ivez he dazont lakaet en arvar gant diorroadur an emplantenn gokleel hag ar politikerezh enframmiñ ar vugale vouzar er skol. E bezañs Soazig Danielloù ha Maï Lincoln, an div sevenourez.

Aozet get Ti Hanok.
An Alre, Ti Hanok 8 e 30 g.m. 9 € / get un distaol : 7 € pe 5 €

23 C'hwevrer 2026

Miziad ar brezhoneg 2025

E-pad miz Meurzh e vo kinniget un tregontaad abadenn bennak àr zouar Alre evit dizoloiñ ha lakaat ar brezhoneg àr wel. Emgavioù evit an holl, evit ar re vras hag ar re vihan, aozet get ar rouedad ...
> Gouiet hiroc'h