Spectacle celtique : Enez, il est une île / Gwennyn BILLETTERIE
Dans le cadre de son festival Un Automne autrement, Ti Douar Alre et la ville d'Auray proposent le samedi 3 octobre le spectacle celtique...
> Gouiet hiroc'hIzili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.
Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..
Bout ezel ag ar gevredigezhResev ar lizher-brudiñ
Atalieroù e brezhoneg evit ar vugale
Bep Lun kentañ ar vakañsoù e vez kinniget un devezh atalier get ar vugale etre 6 ha 14 vlez. Un digarez d'ar vugale skoliet er skolioù divyezhek pe dre soubidigezh da vonet pelloc'h get o yezh a d'ober anaoudegez get bugale er maez ag ar skolioù.
Gant-se, meur a atalier 'zo bet pleustret get ar vugale abaoe 2021, en o mesk : un tañva d'ar Gouren, d'ar Beat box, d'ar c'hoariva, arzoù ar sirk, korolloù breizh, kanañ, soniñ get ur didgeridoo ha sevel oc'h hani, sevel ur vazh-glav, liviñ loened an enezenn hrevez doare an Aborijeniz, alejiñ gwispid ha dizoloiñ bed ar c'hangouroued, bed ar vro Japan.. N'eo ket ar menozioù a vank deomp !
Dalc'het e vez an devezhioù atalieroù e sal ar Vadalen ( 11 ru ar Vadalen), 56330 Pleuwigner. Ur park bras ha kaer a zo e-tal ar sal.
Rankout a ra d'ar vugale kas o merenn. Profet e vez ur verenn-vihan get Ti Douar Alre. 25 bugel a c'hall bout degemeret àr al lec'h, brav e vehe deoc'h mirout ho plas en a-raok keit ma chomehe !
Ma ho peus goulenn-mañ goulenn, na zoujit ket a vonet é darempred geneomp :
02 97 78 41 40 / degemer@tidouaralre.com
Programm 2025/2026 da zonet emberr ! (a-benn fin miz Eost) : Beajerion an amzer
Ur sell àr ar raktres 2024/2025 : Kan ha c'hoariva, get Axel Landeau (kan) ha Solenn Piriou (c'hoariva)
Evit an distro-skol 2024-2025 eo bet kinniget get Ti Douar Alre ur raktres nevez d’ar vugale : un heuliad devezhioù atalieroù kaset e brezhoneg en-dro d’ar c’han ha d’ar c’hoariva, get ar soñj sevel un arvest hag er c’hinnig da geñver Kan ar Bobl Lokoal-Mendon (d’an 29.03.25).
6 atalier a zo bet dalc'het etre tout, etre miz Gouel Mikael ha miz Meurzh, kaset get daou animatour a-feson : Solen Piriou (c’hoariva) hag Axel Landeau (kan). Get ar pal bout plijadur é sevel ur pezh a-stroll, implij ar yezh, monet àr-raok !
An tem bet choajet evit an arvest a oa “Malardez e Venizia”: Arvest c'hoariet get ar vugale e fin an heuliad atalieroù e Kan ar Bobl d'ar sadorn 29 a viz Meurzh 2025.
Klikit amañ evit kaout muioc'h da geñver ar programm a zo bet kinniget dezhe e 2024 / 2025 : web/upload/directupload/172544440666d83136cafbd.pdf
Ur sell àr ar raktres 2023/2024 : Tro ar bed
klikit amañ a-benn dizoliñ ar perzh a zo bet kinniget e 2023 : web/upload/directupload/17533482066881f86e4bb2a.pdf
Harpet eo bet an atalieroù-mañ get ar Redadeg e 2022, Get ar sikour en deus bet Ti Douar Alre (4500 eur) a-berzh ar Redadeg hag a drugarez d'ar re vicherel hag ha volonte vat, eo bet aozet abadennoù kabidan ha dic'hortoz!