Connexion
FR | BR
Doareioù 18 Gouere 2025

Spectacle celtique : Enez, il est une île / Gwennyn BILLETTERIE

Dans le cadre de son festival Un Automne autrement, Ti Douar Alre et la ville d'Auray proposent le samedi 3 octobre le spectacle celtique...

> Gouiet hiroc'h
Dait e Ti Douar Alre

Izili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.

Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..

Bout ezel ag ar gevredigezh

Resev ar lizher-brudiñ

Brudin dre +

Atalieroù e brezhoneg evit ar vugale

Bep Lun kentañ ar vakañsoù e vez kinniget un devezh atalier get ar vugale etre 6 ha 14 vlez. Un digarez d'ar vugale skoliet er skolioù divyezhek pe dre soubidigezh da vonet pelloc'h get o yezh a d'ober anaoudegez get bugale er maez ag ar skolioù.

Gant-se, meur a atalier 'zo bet pleustret get ar vugale abaoe 2021, en o mesk : un tañva d'ar Gouren, d'ar Beat box, d'ar c'hoariva, arzoù ar sirk, korolloù breizh, kanañ, soniñ get ur didgeridoo ha sevel oc'h hani, sevel ur vazh-glav, liviñ loened an enezenn hrevez doare an Aborijeniz, alejiñ gwispid ha dizoloiñ bed ar c'hangouroued, bed ar vro Japan.. N'eo ket ar menozioù a vank deomp !

Dalc'het e vez an devezhioù atalieroù e sal ar Vadalen ( 11 ru ar Vadalen), 56330 Pleuwigner. Ur park bras ha kaer a zo e-tal ar sal.

Rankout a ra d'ar vugale kas o merenn. Profet e vez ur verenn-vihan get Ti Douar Alre. 25 bugel a c'hall bout degemeret àr al lec'h, brav e vehe deoc'h mirout ho plas en a-raok keit ma chomehe !

Ma ho peus goulenn-mañ goulenn, na zoujit ket a vonet é darempred geneomp : 

02 97 78 41 40 / degemer@tidouaralre.com

 

Programm 2025/2026 da zonet emberr ! (a-benn fin miz Eost) : Beajerion an amzer

Ha prest oc’h ? Krapit àr vourzh ha lakait ho kouriz, ho kas a raimp ar blez-mañ a gantved da gantved, evit un droiad àr red an amzer. Kentañ arsav : kevrinoù ar Ragistor, da heul roudoù hon hendadoù kentañ. Goude e fardimp davet an Henamzer da glask trezolioù arem ar C’halianed hag ar Gelted kozh ; choukiñ a raimp doc’h taol un aotrou, kement ha tañva boued ar Grennamzer ha selaou doc’h troioù-kaer Marzhin ha Marc’hegerion an Daol Grenn. Hag evit achu e skoimp davet an dremmwel digor, davet ar c’hornog hag an Douar Nevez, da gourz ar C’havadennoù Meur !

Vous êtes prêts ? Grimpez à bord et mettez votre ceinture ; cette année, nous partirons en voyage sur le fil du temps. Première escale : les mystères de la Préhistoire, sur les traces des premiers hommes. Ensuite, nous filerons vers l’Antiquité et partirons à la recherche des merveilles et des trésors celtes et gaulois, puis nous nous assiérons à la table d’un seigneur du Moyen-Âge, l’occasion de casser la croûte et d’entendre les aventures de Merlin et des Chevaliers de la Table Ronde. Enfin, à nous l’horizon, cap vers l’ouest et le Nouveau Monde, au temps des Grandes Découvertes !

Pevar devezh, bep Lun kentañ ag ar vakañsoù :
Quatre journées, chaque premier lundi des vacances :

- D’al Lun 20 a Ouel Mikael / Lundi 20 octobre :
Dasson ar groc’hioù (Ragistor) / L’écho des cavernes (Préhistoire)
- D’al Lun 22 a viz An Azvent / Lundi 22 décembre :
Sked an arem (Henamzer) / L’éclat du bronze (Antiquité)
- D’al Lun 16 a viz C’hwevrer / Lundi 16 février :
Doc’h taol ar roue (Krennamzer) / À la table du roi (Moyen-Âge)
- D’al Lun 13 a viz Ebrel / Lundi 13 avril :
Goust ar mor (ar C’havadennoù Meur) / Le goût de la mer (les Grandes Découvertes)


Ur sell àr ar raktres 2024/2025 : Kan ha c'hoariva, get Axel Landeau (kan) ha Solenn Piriou (c'hoariva)

Evit an distro-skol 2024-2025 eo bet kinniget get Ti Douar Alre ur raktres nevez d’ar vugale  : un heuliad devezhioù atalieroù kaset e brezhoneg en-dro d’ar c’han ha d’ar c’hoariva, get ar soñj sevel un arvest hag er c’hinnig da geñver Kan ar Bobl Lokoal-Mendon (d’an 29.03.25).

6 atalier a zo bet dalc'het etre tout, etre miz Gouel Mikael ha miz Meurzh, kaset get daou animatour a-feson : Solen Piriou (c’hoariva) hag Axel Landeau (kan). Get ar pal bout plijadur é sevel ur pezh a-stroll, implij ar yezh, monet àr-raok !
An tem bet choajet evit an arvest a oa “Malardez e Venizia”: Arvest c'hoariet get ar vugale e fin an heuliad atalieroù e Kan ar Bobl d'ar sadorn 29 a viz Meurzh 2025.

Klikit amañ evit kaout muioc'h da geñver ar programm a zo bet kinniget dezhe e 2024 / 2025 : web/upload/directupload/172544440666d83136cafbd.pdf


Ur sell àr ar raktres 2023/2024 : Tro ar bed

klikit amañ a-benn dizoliñ ar perzh a zo bet kinniget e 2023 : web/upload/directupload/17533482066881f86e4bb2a.pdf

Harpet eo bet an atalieroù-mañ get ar Redadeg e 2022, Get ar sikour en deus bet Ti Douar Alre (4500 eur) a-berzh ar Redadeg hag a drugarez d'ar re vicherel hag ha volonte vat,  eo bet aozet abadennoù kabidan ha dic'hortoz!

Poltredoù