Connexion
FR | BR
Brudin dre +
6 Mezheven 2017

Concert Choeur An Alré, Ardarah

Sonadeg get Laz-Kanal An Alré (edan renerezh Michel Ouremanov) ha get ar strollad Ardarah (sonerezh a Vreizh hag a Iwezhon) e-barzh iliz Sant-Sauveur e Sant-Sten, d'ar sadorn 10 a viz Even 2017 da 8e30 noz. Lod hervez pep unan.

Choeur An Alré eo ul laz-kanal gwazed ha maouezed renet get Michel Ourémanov. Tolpiñ a ra un ugent kanour bennak, amaterion anezhe. Soniñ a reont kanennoù a Vreizh, ag ar broioù keltiek (Iwerzhon, Galizia,...), ag an Azginivelezh peotramant c'hoazh ag ar prantad Barok. Ar sonennoù liesmouezhiek-mañ, sakr pe disakr, a zo kanet e brezhoneg pe er yezh ma oant bet savet peotramant e galleg. Bep pemzektez, d'ar yaou, e vez dalc'het ar pleustradegoù etre 6e30 ha 8e15, ru Rollo en Alre.

Kontact : contact.choeuranalre@gmail.com