Connexion
FR | BR
Brudin dre +

Lec'hiiñ

Marie d'Etel, 3 place de la République
56410 ETEL

Darempred

Tél. 02 97 55 35 19
Fax. 02 97 55 20 15
mairie-etel@fr.oleane.com
Horaires d'ouverture :
9h00-12h00 et 14h30-17h30
Samedi de 9h30 à 12h00
Fermeture : mercredi après-midi et samedi après-midi
http://www.mairie-etel.com

An Intel

Kêrioù ETEL

Tres

"Dre gras an Aotroù Doue, hor gourdadoù o deus graet An Intel"

Skridoù a zo hag a vez kavet enno e vije graet An Intel anezhi diouzh ar ger latin « iter » – hent pe dreuz –, pe an izellatin « in tellus » – e-barzh an douar –. Levr-dielloù abati Kroaz Santel Kemperle o venegiñ al lec’h-hont en XIIvet kantved a ra anezhañ hervez an dro-lavar hentbrezhonek Ectell pe Enk’tell – ma vez kavet ennañ enk –. Skrivet gant lewier Pierre Garcie-Ferrande, eus porzh Sables-d’Olonne, hag embannet e 1483, al levr « Grand Routier et Pilottage et Encrage de la Mer » a veneg ar porzh oc’h ober anezhañ Étell, un anv adkavet er « Manuel de Pilotage à l’Usage des Marins Bretons », embannet e 1548.

Ganedigezh ur gêr

E-kreiz an XIXvet kantved e kann An Intel evit bezañ distaget ouzh Ardewen. An dud o chom er gêriadenn pesketerien graet anezhi Sant Per an Ardewen betek ar pred-hont, a varc’hat gant re o farrez-vamm evit bezañ distaget outi. Ar 6 a viz Eost 1848, e voe degaset da bPrefed Departamant Morbihan ur skrid-goulenn sinet gant pennoù bras, armatourien, marc’hadourien ha perc’henerien friturioù sardin, bet krouet a-nevez en Intel er pennad-hont. Ha goude un emgann kalet gant an Administrassion ha tud ar Gwir e voe savet An Intel da rank ur gumun gant Lez ar 7 a viz Eost 1850 : 1 022 den a chome ouzh un dachennad o ledañ war 208 hektar.

Barrenn an Intel

Burzhudus a-walc’h eo ar c’hoarvoud-se a vez arouez ar gumun daoust da vezañ kablus da fin he forzh-pesketa. Pa vez lakaet war wel, e teu ar Varrenn diouzh emvod meur a dra : un avel-gornog a-enep, ur red dilañv o tont buan-buan eus Stêr An Intel hag o vezañ  stanket en he genoù, lec’h ma vez lec’hiet ur vasenn draezh ha na chom ket difiñv gwech ebet. Ar vasenn-se a zilec’h dre boloñte an avel vras o c’hwezañ ha red an dour, dreist-holl lanvioù ur fourradenn ganto.

Pouez ster an Intel

Abaoe fin ar XVIIvet kantved e veze kavet pesketerien e Sant Kadou, e parrez Belz. Pesketa sardin a raent, ha gant meur a gant berton e veze aet er mor e fin an XIXvet kantved. Daouzek fritur a voe savet tro-dro Stêr An Intel etre 1849 ha 1910.
Med kris ha kris a zegouezhas gant pesketa sardin e fin an XIXvet Kantved hag e penn an XXvet Kantved. Dre-se, ret e voe d’ar besketourien cheñch tu d’o bazh : paotred an ton a zeuas da vezañ. Dundeed a lakjont e-lec’h ar bertonoù. Ha pa veze 40 skloup un taku outo e 1910, e teuas bageier An Intel da ouzhpennañ 220 bag e 1934, ha dre-se e teuas ar porzh da vezañ kentañ Bro-C’hall evit armañ da besketa an ton. Evelato, korventenn vras miz Gwengolo 1930 a lakas da beñse 11 gouelier – 10 etrezo a voe kollet tud ha madoù – ha 72 martolod all Ster An Intel.
Lakaet e voe da echuiñ koulz bras an dundeed dre an Eil Brezel Bed. Evit re An Intel, e echuas ar brezel-se pa veze sinet er Bar Breton, en 7 a viz Mae 1945 tro 20 eur treted en em rentiñ Alamaned hag a zifenne Poche An Orient, lec’h ma veze paket enebourien diwezhañ oc’h ac’hubiñ Morbihan. Ha pa veze echu ar brezel, e lakaas ar porzh da adlañs gant bigi ur c’heflusker ganto da chaluiñ.

An Intel : ur porzh chaluiñ bras

Karter mor An Intel a voe savet d'ar 1ñ da viz C’hwevrer 1946. D’ar poent-se, e voe kavet al lizherioù EL ouzh penn ar gouelerien kozh hag ar chaluterien ur c’heflusker ganto. Er bloavezhioù 1963-1964 e tispakas ar porzh en e vleuñvenn :

  • 1 651 martolod, etrezo 1 009 o pesketa er mor don
  • 86 bag, etrezo 68 chaluter, 5 paotr ar sardin, 7 chaluter-paotr an ton
  • 26 mareour
  • 24 858 ton pesked lakaet da werzh a-zindan koc’hu-pesked An Intel e 1964, ar pezh a lakaas ar porzh da vezañ 4vet e Bro C’hall e-keñver fard pesked dibourzhet
  • savet ha moret e oa bet ouzhpenn 360 chaluter, koad o c’horf da gentañ, ha goude e dir, gant savourien ar Pont-Lorois : Roy, Herbert-Héraud, Guillas ha Kerzerho.
  • 5 fritur a lakae e boestoù-mir toned, sardined, genougammed ha brezhelli, hag ivez oc’h ober gant legumaj prim.
  • 3.451 den a oa o chom en Intel.
E fin ar bloavezhioù 1960, e oa sklaer e kreske doug evit tier armañ chaluterien An Oriant ha kochu-pesked ar porzh-se, hag ivez meur a froudenn he doa ar Varrenn, hag ivez e chome boud ar yenerez ken alies. Dre-se, e tigalonekas pesketourien An Intel. E miz Here 1972, un dekred gant Ministr koñvers-mor a lamas Karter An Intel diouzh roll karterioù-mor Bro-C’hall hag e lakaas da zerc’hel An Oriant. Un nebeudig mistri chaluter An Intel a chome feal d’o forzh a zilezas e 1980 ; ha mont ar re-se d’o amezeg ha kengourer.
Bepred e chom meur a savadur hag a ziskouez ken bras e oa en amzer-se : ur c’hae hir, daou goc’hu-pesked, ur yenerez gêr, bod ar bag-saveteiñ, lochoù ar vareourien.
Kendoniañ a ra gant o endro tiegigoù ar besketourien, ha tier pitaodoù an armatourien ha perc’hennerien an uzinoù, ha kenkizoù an arvor.
Ti Paotred an Ton a ziskouez hag a gont penn-da-benn istor porzh-mor bras An Intel hag oberiantizoù e liamm gant ar mor er Stêr.

Poltredoù

  • ETEL
  • ETEL
  • ETEL
  • ETEL
  • ETEL
  • ETEL
  • ETEL
  • ETEL
  • ETEL