Connexion
FR | BR
Brudin dre +

Lec'hiiñ


Saverion

Darempred

Kaset get Mignoned ar Brezhoneg

Gouel Broadel ar Brezhoneg

Animation - 2 Gouere 2021 > 3 Gouere 2021

Tres

Ekoreizhiad ar brezhoneg bodet e-pad 2 zevezh eo ar festival GBB.

D’ar Gwener 2 ha d’ar Sadorn 3 a viz Gouere 2021 e LANGONED e vo !

Brezhoneg war al leurennoù, er stalioù, war ar skrammoù ! ‘Vit c’hoari ha ‘vit deskiñ ! Brezhoneg ‘pep lec’h, war ar blasenn hag ouzhpenn ! Ur gouel ken lieseurt hag ar brezhoneg bepred gant liv ar stourm : Brezhoneg ofisiel, sed aze an ahel !

Ur programm lieseurt (sonadegoù, c'haoriva, taolioù-krenn, atalieroù, sport...) :

https://gbb.bzh/gbb2021/programm-2021/

Digor eo ar bilhederezh :

https://gbb.bzh/gbb2021/bilhederezh/

Da ziwall : ur "pass yec'hed" a vo ezhomm evit mont-tre ar gouel d'ar Saodrn. Met petra eo ur "pass yec'hed" 'ta ? Ur goulenn vat ! O c'hortoz resisadurioù ar gouarnamant emaomp c'hoazh. Muioc'h a ditouroù a-benn nebeut...

 

Hag evit ar re galonekañ, setu al liamm evit bezañ a-youl vat (ezhommoù hon eus c'hoazh ! ) :

https://gbb.bzh/gbb2021/bezan-den-a-youl-vat/