Connexion
FR | BR
Doareioù
14 Du 2024

Kinnig Labour Renour / Renourez kamp an hañv 20225

Kefridi : Sevel ur bare animatourion.rezed evit ober àr-dro ur strollad 20 bugel etre 7 ha 15 vlez. Sevel ha kas ur raktres pedagogel...

> Gouiet hiroc'h
Dait e Ti Douar Alre

Izili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.

Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..

Bout ezel ag ar gevredigezh

Resev ar lizher-brudiñ

Brudin dre +

Ar programm

 

 

Palioù ar raktres

Miriñ ha derc’hel bev ar sonerezh hengounel a vro-Gwened e Bro an Alre.

Treuzkas an hengoun-mañ é wellaat ar stummadur a vez roet d’ar sonerion a-goublad.

Stummiñ sonerion àr ar sonerezh hengounel (live re é komañs betek live re ampart).

 

Kentelioù unan-hag-unan bep sizhun (30 mn)

Kentel stummadur sonerezh ha teknik da soniñ en-dro d’ar benveg : da gentañ ar bombard hag ar binioù ha goude monet davet fesonioù arall da soniñ a-goublad, pe get tri sonour àr-un-dro.

 

Kentelioù a-stroll bep eil sizhun, etre 1e30 ha 2e get strolladoù dre live

Kentel stummadur sonerezh : diazezoù àr ar solfej klasel ha savet doc’h ar benveg.

Labour àr ar son.

Labour àr ar mod d’ober àr-dro ar benveger hag an añchennoù.

Labour àr sac’h-tonioù sakr ha disakr Breizh.

 

Kentelioù tañvaat da sevenadur hengounel Breizh

An hengoun, an treuzkas hag ar mirout.

Istoer ha geografiezh Breizh.

Ar studi ag ar broioù.

Studial holl ar modoù da zerc’hel bev ar sevenadur : ar sonerezh, an dañs, ar yezh, an dilhad, ar benveger...

 

Abadennoù stag d’ar c’hentelioù

Stajoù dre demoù : an dañsoù, an añchennoù bombard, ar studi ag ar broioù...

Prezegennoù get tud « dave ».

Gwelet diskouezadegoù,  stal-labour ar ludù,…

Aviizoù ha modoù d’ober a-zivout ar labour er gêr, en tu all d’ar c’hentelioù, get palioù lakaet a-hed ar blez.

 

Abadennoù arzel evit ar c’helennour hag an deskidi

Sevel abadennoù-selaou hag arnodennoù e diwezh ar blezad-skol.

« Aprouv » ar stummadur a-bouez abadennoù sonerezh hag ur sonadeg.

Labourat àr an dastum hag en em gavout get tud « dave ».

Labourat àr-un-dro get kevredigezhioù arall a Vro an Alre èl an Académie de Musique et d'Arts Sacrés de Sainte-Anne-d'Auray.

 

Poltredoù