Connexion
FR | BR
Brudin dre +
23 Here 2017

Initiation à la langue bretonne

Seizh abadenn Tañva d’ar yezh a vo dalc'het get Ti Douar Alre ac'han da fin miz Here e seizh kumun ag ar vro. Un digarez enta d'ar re na ouiont na bu na ba a-fet ar brezhoneg da glevet ha da zistag un nebeut bomoù. Kement-se en ur c'hoari hag ober dinec'h-kaer a-hed un euriadig amzer. Digor d'an holl, bras ha bihan; a-vat.

 

  • Lun 23.10 : KAMORZH. Levraoueg; etre 2e ha 3e gm.
  • Meurzh 24.10 : PLEÑVER. Ar Groez-Vaen (sal ar c'hevredigezhioù ; etre 2e ha 3e gm.
  • Merc'her 25.10 : LOKMARIA-KAER. Mediaoueg Zénaïde Fleuriot; etre 2e ha 3e gm.
  • Yaou 26.10 : KARNAG. Kreizenn sevenadurel Terraqué; etre 4e ha 5e gm.
  • Gwener 27.10 : LOKOAL-MENDON. Mediaoueg Al liorzh; etre 4e ha 5e gm.
  • Lun 30.10 : AN ARDEVEN. Sal Bocage; etre 2e ha 3e gm.
  • Meurzh 31.10 : STEZ-ANNA WENED. Mediaoueg; etre 4e30 ha 5e30 gm.

 

Evit gouiet hiroc'h : 02 97 78 41 40, oliertidouaralre@gmail.com