Connexion
FR | BR
Brudin dre +

Lec'hiiñ

6 rue Joseph Rollo
56400 AURAY

Darempred

Tél. : 02 97 29 16 58
Mail : ksk@ksk.bzh
http://www.kerlenn-sten-kidna.bzh/

Kerlenn Sten Kidna an Alre

Kevredigezhioù AURAY

Tres

Savet eo bet skol-noz Kerlenn Sten Kidna er blezadoù 1970 ; aet en-dro abaoe hep  chom a-sav.

Dre liveoù eo frammet (adalek an deraouidi betek ar vrezhonegerion ampart) hervez spered portfolio european ar yezhoù :  32 prantad er blezad kentelioù  (1e30 mn pep sizhun a bouez e-pad ar vakañsoù skol) ; gellet a rer monet pelloc'h etre ar prantadoù a drugarez d'al liamm niverel é kasiñ d'ul lec'hienn labour digor d'ar studierion (ENT) ; prantadoù soubidigezh er yezh a vez kinniget a-hed ar blez.

Labouret e vez an holl varregezhioù (lenn, skriv, kompren ar gaoz, komz) adalek al live A1. E-barzh al liveoù izelañ e vez labouret dreist-pep-tra dre gomz, en em harpet àr ar c'hoarioù get ar pal  digor an nor da vonet tre er yezh ha bout plijadur doc'h en em welet é vonet  àr-raok.

E dibenn pep blezad kentañ (A1,A2, B1) e vez broudet ar studierion da vuzuliiñ ar barregezhioù bet tapet dezhañ en ur dremen an amprouadennoù kinniget get ar gengevredigezh DAO ; diplomoù a vez roet doc'h an disoc'hoù.

Karg ar c'hentelioù a vez fiziet e tud a volontez vat hag e animatour a vicher Ti Douar Alre (emglev a zo) ; o barregezh e-keñver ar brezhoneg a zo harpet àr studioù ha diplomoù skol-veur (aotregezh, mestroniezh, doktorelezh) ha/pe àr o ampartiz micherel (kelennerion en hentennoù divyezhek, stummerion hag animatourion e brezhoneg...). Aliet e vênt da heuliiñ ar stummadur lakaet àr-sav get DAO.
Douar Alre eo tachenn labour Kerlenn Sten Kidna : ar brezhoneg a glever en he ser, a zo, aes eo er c'hompren,  livet mat ha gwriziennet er pezh a vez anvet parlant Gwened.

Skol-noz Kerlenn Sten Kidna a zo bet e-touezh ar frammoù kelenn kentañ e Breizh é resev label DAO (Deskiñ d'an Oadourion), e 2012.

Poltredoù

Brech - 24 Genver 2026

Lennomp a-gevred ha Gwastell ar Rouaned

Dait da gomz e brezhoneg ag ar levrioù hoc’h eus lennet nevez zo, pe adlennet. Da heull e vo debret un tamm katev, evet ul lomm chistr ha lidet ar blez nevez e brezhoneg! Adal 10e a.m > 12e. Digor ...
> Gouiet hiroc'h

56400 - 24 Genver 2026

​Gwastell ar Rouaned

Pedet oc’h da zonet da zebriñ ha da evet geneomp d’ar Sadorn 24 a viz Genver da 11e a.m e mediaoueg BREC'H . Katev ar Rouaned a vo àr an daol, hag evaj, tout ar pezh a faot evit tremen ur momand ...
> Gouiet hiroc'h

Locoal Mendon - 28 Meurzh 2026

Kan ar Bobl 2026 : A-gevret e Bro Gwened

Emañ Kan ar Bobl é tostaat ! : Un digarez da dolpiñ kantadoù a ganerion/kanerezed, sonerion/sonerourezed ha bugale evit derc'hel bev, treuzkas ha kreñvaat hor glad sonet, kontet ha kanet! Hag e faot ...
> Gouiet hiroc'h