Connexion
FR | BR
Brudin dre +
2 Mezheven 2014

Les bêtises de Gondolo

E-pad Gouelioù Douar Alre 2013 e oa bet tu gwelet e Pleñver un diskouezadeg gouestlet da vMarguerite Paulet (gwreg an den en doa savet Petit Navire ha livourez anavezet) ; an diskouezadeg-se a c'heller atav amprestiñ get an ti-kêr.

Nevez zo emañ daet da-benn ar gumun ag ar pezh a oa bet treset geti adalek ar penn kentañ - ur soñj kaset get harp aozadurioù dilennet, embregerezhioù ha kevredigezhioù (Ti Douar Alre en o mesk) peogwir emañ daet er-maez lod ag ar c'haieroù bet skeudennet get Marguerite Paulet hec'h-unan evit he bugale er blezadoù 1930. Un disoc'h brav-tre hag a zleer d'an ti-embann Millefeuille. Un embannadur e daou levrig : unan e galleg enta hag unan e brezhoneg (Troioù kaer Gondolo) ; an droidigezh e brezhoneg graet get Fanny Chauffin hag ur bare tud arall.

Evit bout al levrigoù, en em dreiñ davet mediaoueg Pleñver (02 97 56 76 08). Les bêtises de Gondolo (12,50 €) ; Troioù kaer Gondolo (9,50 €).