Lec'hiiñ
Mairie, Place St Michel
56330 PLUVIGNER
Darempred
Pgz : 06 61 44 40 32
Mail : pluvigner-patrimoines@orange.fr
Tres
Pluvigner-Patrimoines zo ur gevredigezh a gumun Pleuwigner. He fal n'eo ket tamm ebet difenn ar glad met kentoc'h labourat evit er brudiñ. Gober ma vo gwell anavet get Pleuwigneriz an deiz a hiriv ar pezh a zo bet lezet gete get ar rummadoù bet en o-raok é veviñ àr an douar-mañ. Reiñ tu ha moaian d'an dud a vremañ da zizoloiñ, hag e vehe evit ar wezh kentañ pe evit ur wezh-arall, ar vro ma vevont enni bemdez ; da lâret eo razh ar pezh a ra just a-walc'h ar glad. Da bep unan, goude bout dizoloet an traoù, d'en em zerc'hel evel ma kar en o-c'heñver : bout diseblant doc'hte pe klask an tu d'o c'hempen hep finfondiñ pep tra, tremen e-tal an traoù hep o gwelet pe klask o c'hompren gwell...
Pluvigner-Patrimoines a ginnig etre miz Genver ha Mezheven - hag e miz Gwenholon da zeiz Gouel ar Glad - un abadenn pep 3vet Sul - d'al liesañ atav - ag ar miz : Etre dek eur ha kreisteiz - Entre 10heures et l'apéro. Pep miz enta e vez lakaet ar gaoz àr un tem dishañval : istor ar vro, un savadur bennak, ur gêriadenn, gwez ar forest, al louzoù, ar boued, un embregerezh, sonennoù, hag all. Goude pep abadenn en em gav an holl da evet ur banne digor-kalon. Tost 750 den o deus kemeret perzh en emgavioù bet lakaet e 2013. Programm ar blezad abadennoù a vez embannet e penn kentañ miz Genver ; e Mezheven e vez embannet an Annales, ur c'haier get danvez abadennoù ar blez kent.
Traoù arall, emgavioù arall ne vezont ket digor d'an holl ; d'an izli hepken e vezont kinniget. Skodenn blezad : 10 €.