Sizhunvezh ar brezhoneg 2016
Ar blez-mañ emañ bet dalc'het Sizhunvezh ar brezhoneg 2016 etre an 12 hag an 20 a viz Meurzh. Hogozik 1 300 den o deus kemeret perzh en abadennoù kinniget àr zouar Alre get Ti Douar Alre ha razh an aktourion a labour evit treuskas ha lakaat ar yezh àr wel en hor c'hornad (kevredigezhioù, skolioù).
20 emgav a zo bet kinniget d'an dud, kement a zegouezh da glevet ar yezh ha d'ober geti. Lod ag an abadennoù a oa kentoc'h evit an dud daet (filaj, brezhoneg dating, gweladenn diskouezadeg al livour Tal Coat en otel Limur kaset e brezhoneg), lod arall evit ar vugale (abadennoù tañva d'ar yezh er skolioù unyezhek, troiad filmoù-bevaat Daoulagad Breizh, lennadennoù er mediaouegoù).
Èl àrlane eh eus bet tennet ul levrig divyezhek get gerioù ha frazennoù talvoudus a-barzh da vout implijet en un ti-koñvers (ar blez-mañ emañ bet choajet ar stalioù-kazetennoù). 3 500 skouerenn 'zo bet dasparzhet e Bro An Alre.
A-c'houde ma oa bet lañset ar sizhuniad-mañ gouestlet da yezhoù Breizh – setu bremañ 4 blez 'zo - eo daet honnezh da vout ur prantad a-bouez e-barzh roll-labour Ti Douar Alre hag e kani komision ar brezhoneg.
-


23 novembre 2026
Kontadenn ar Samhain : Klask ar ouiezigezh hollvedel


17 novembre 2026
Filaj de l'Entre-deux monde, par Daniel Carré et Glenn Gouthe


21 octobre 2026
Broadelezh ? Demokratelezh ? get Ronan Ar C'hoadig
Broadelouriezh ? Demokratelezh ? Pa greska pouez ar vroadelouriezh en em gav bihanaet an demokratelezh. Nag an eil, nag egile a zo tre-ha-tre ar pezh a soñjer mand int neoazh : broadelouriezhioù- 21 octobre 2026
Digorit ho tivskouarn ! Kronikennoù evit ar re vras hag ar re vunut
Dibabit ho podkast é klikiñ àr ur vignetenn : KONTADENNOÙ HA RIMADELLOÙ :

30 septembre 2026
BRO ALRÉ GOUIL BAMDÉ : Lanset eo an 22vet tennad !
La 22e édition du festival Un Automne autrement est lancée ! Samedi 26 septembre, une quarantaine de personnes étaient présentes à la salle Ty Yhuel de Crac'h : élus et membres d'associations

3 septembre 2026
Dañs Alre : edan berr e krogo an atalieroù en-dro !
Edan berr e vo kroget en-dro get an atalieroù Dañs Alre, an abadennoù tañva d'an dañs kinniget get Ti Douar Alre. Èl bepred e vint dalc'het bep Meurzh, etre 7e30 ha 9e noz, er sal Péron en Alre

1 septembre 2026
Distro ar c'hentelioù brezhoneg !
Setu arru miz Gwenholon, emañ ar c'hentelioù brezhoneg edan krogiñ en-dro ! Ar blez-mañ e vo kinniget deoc'h - get Kerlenn Sten Kidna hag Ar Vammenn - 18 kentel, 5 live,

1 septembre 2026
"Un été en Bretagne", ul lennadenn get Daniel Carré
Da geñver eilvet lennadenn "La Bretagne à écouter lire à l'heure du café" e voc'h kaset get Daniel Carré da heul ur beajour saoz arall ag an XIXvet kantved : Th. A. Trollope,- 30 août 2026
Un Automne autrement 2026 : les inscriptions sont ouvertes !
L’équipe de Ti Douar Alre est heureuse de vous annoncer que la 22e édition du festival Un Automne autrement – Bro Alré Gouil Bamdé se déroulera du vendredi 2 octobre au dimanche

27 août 2026
Ar c'hi burzhudus
Un noz e tegouezhas un dra dic'hortoz-kaer get Yann ar C'horr. Àr dreuzoù an nor e kavas ur c'hi - ur pezh mell unan ! - doc'h e golierenn, en-dro d'e c'hoûg, 'oa teir steredenn

27 août 2026
Roue ha rouanez an ozeganed
Pas pell a Gamorzh, en e gastell e-kreiz ar c'hoad, e veve un aotrou. Beviñ a rae en e-unan get e vatezh hag e vevel. Sot e oa get al lapoused, ken sot e oa gete ma faote dezhañ o fiaouiñ tout : marv pe bev.

25 juin 2026
Un tañva a sevenadur Breizh 2026
Setu daet an hañv ! … Hag e teua Ti Douar Alre, ti ar brezhoneg ha sevenadur Breizh e Bro An Alre, d’ho kouviiñ holl, bras ha bihan, kozh ha yaouank, annezidi ha tud é tonet a lec’h-all da zizoloiñ

4 juin 2026
Kinnig labour
Ti Douar Alre a zo é klask ur skoazeller.er àr ar melestradur, ar c'hehentiñ hag ar buheziñ ! Kasit ul lizher hag ur CV da degemer@tidouaralre.com

1 juin 2026
Ti Douar Alre - Première rencontre des élus référents
Samedi 30 mai dernier, Ti Douar Alre recevait les élu.es référent.es langue et culture bretonne désigné.es par les nouveaux conseils municipaux ; pour la grande majorité d’entre eux, un premier

6 mai 2026
Compte-rendu Assemblée générale 2026
Soixante-dix personnes étaient présentes à la salle Hélène Branche d'Auray le lundi 4 mai pour assister à l'assemblée générale annuelle de Ti Douar Alre. Ce fut l’occasion

13 avril 2026
Emvod Meur 2026
Da lakaat e-barzh ho c'harned ! Emvod Meur Ti Douar Alre a vo d'ar lun 4 a viz Mae, da 6e30 g.m e sal Hélène Branche, en Alre.

19 mars 2026
Breizh da selaou, ur lennadenn get Daniel Carré
Ti Douar Alre · Bzh_da_selaou_Voyage_a_travers_la_Bretagne_Sarah_Macquoid_1 Ti Douar Alre · Bzh_da_selaou_Voyage_a_travers_la_Bretagne_Sarah_Macquoid_2 Ti Douar Alre · Bzh_da_selaou_Voyage_a_travers_la_Bretagne_Sarah_Macquoid_3

5 mars 2026
Barzhonegoù roeget - un abadenn kaset get Ronan Postic
Kinniget get Ronan Postic : Ti Douar Alre · 1_Barzhoneg_roeget_An_digreskin_Ronan_Postic Ti Douar Alre · 2_Puca_Barzhonegoù_roeget_Ronan_Postic

23 février 2026
Miziad ar brezhoneg 2025
E-pad miz Meurzh e vo kinniget un tregontaad abadenn bennak àr zouar Alre evit dizoloiñ ha lakaat ar brezhoneg àr wel. Emgavioù evit an holl, evit ar re vras hag ar re vihan, aozet get ar rouedad

19 février 2026
Me a lenn Breizh !
Miziad ar brezhoneg hag ar gallaoueg eo miz Meurzh e Breizh. An emglevioù-bro é labourat àr dachenn sevenadur ha yezhoù Breizh er Mor-Bihan, get sikour Kuzul an Departamant, a ginnig deoc’h kemer





