Lec'hiiñ
Cinéma Ti Hanok
56400 Auray
Saverion
Darempred
YN MYN DREAMEN HEAR IK DY / DA GLEVET A RAN EM HUNVREOÙ (SINE-KLEUB)
Animation Auray - 12 Meurzh 2026Tres
A pa oant lodek en ur raktres eskemm european en-dro d’ar yezhoù bihan-niver e krogas tri arzour da gas ur preder àr al liammoù don etre o c’hlask identitelezh hag o c’hoant inkluadur. E-ser labourat a-stroll e kompren arzourion ar c’hoariva Wessel de Vries (Izelvroioù), Inger Birkelund (Norvej) ha Kristof ar Menn (Breizh) pegen hañval eo o c’hoant da sevel pezhioù diàr o yezhoù bihan-niver : ar frizeg (frysk), ar brezhoneg, hag ar c’hveneg (kvääni). Àr-lerc’h ar film e vo kinniget ur prantad eskemm kaset get Yann-Glaod ar Ruyed, e bezañs Krismen, sonour, kanour hag aktour.
Aozet get Ti Douar Alre ha sinema Ti Hanok.
An Alre, Ti Hanok 8 e 30 g.m. 9 € / get un distaol : 7 € pe 5 €
23 C'hwevrer 2026





