Lec'hiiñ
Auray, salle Kerlenn Sten Kidna
56400 Auray
Saverion
Darempred
AN BHFUIL TÚ GO MAITH ? (TAÑVA)
Animation Auray - 19 Meurzh 2026Tres
An iwerzhoneg, ken tost ha ken pell ag ar brezhoneg àr un dro ! Da geñver gouel Sant-Padrig, e-pad un euriad hanter, ho po tro d’ober un tañva d’ar yezh-se dre ar brezhoneg, da zeskiñ un nebeudig frazennoù, da glevet ha da welet penaos eo an iwerzhoneg evit gwir, ha d’ober bourrapl en enor d’ar sevenadur-se, ken hoalus !
Aozet get Kerlenn Sten Kidna.
An Alre, sal Kerlenn Sten Kidna 6e30 g.m. > 8e g.m. A-vat
23 C'hwevrer 2026
Miziad ar brezhoneg 2025
E-pad miz Meurzh e vo kinniget un tregontaad abadenn bennak àr zouar Alre evit dizoloiñ ha lakaat ar brezhoneg àr wel.
Emgavioù evit an holl, evit ar re vras hag ar re vihan, aozet get ar rouedad ...
> Gouiet hiroc'h





