Connexion
FR | BR
Brudin dre +

Lec'hiiñ

parking salle du Ménec
56340 Carnac

Saverion

Darempred

​ÀR ROUDOÙ HON HENDADOÙ, ETRE BOURJEREL HA PORZH AR PAOU (TROIAD-BALE)

Animation Carnac - 21 Meurzh 2026

Tres

Tro-vale trema Bourjerel ha porzh-mor ar Paou àr roudoù andevizerion ar c’houmanantoù en XVIIIvet kantvlezad hag annezidi gentañ ar porzh : moraerion, tavarnourezed, kilvizion-bagoù, melinerion. Kaoz a vo ivez a floderezh ar butun e-pad an Dispac’h bras, Ergerzhadenn Kiberen ha mojennoù ar vro. Merenn-enderv er Paou. Un droiad-bale kaset get Mikael Rouby. (Ma ra glav e vo kinniget ur bredegenn gontet e-lec’h an dro-vale, e sal an diskouezadegoù (danzouar an Ti-Kêr ; straed ar Mane). Aozet get Mein, Mor ha Lann.
Lakaat e anv ha gouiet hiroc’h : 06 84 79 81 59, mein-mor@bro-karnag.bzh

Karnag, lec’h-emgav : parklec’h sal ar Vaeneg
2e g.m. > 6e g.m. Lod hervez pep unan

23 C'hwevrer 2026

Miziad ar brezhoneg 2025

E-pad miz Meurzh e vo kinniget un tregontaad abadenn bennak àr zouar Alre evit dizoloiñ ha lakaat ar brezhoneg àr wel. Emgavioù evit an holl, evit ar re vras hag ar re vihan, aozet get ar rouedad ...
> Gouiet hiroc'h