Lec'hiiñ
Landévant, salle Kerverh
Landevant
Saverion
Darempred
BREZHONEG ENEZ GROE (SINE-PREDEGENN)
Emgav Landevant - 9 Meurzh 2026Tres
Komz a ray deomp Mazhev Coviaux ha Marilou Pochic-Tristant ag un testoni dibar laosket get Mélanie Stefan, ur vaouez a Groe hag he deus bevet etre 1905 ha 1991. Digor a ra ur fenestr àr ar vuhez gwezharall àr an enezenn ha roiñ a ra an tu da ouiet hiroc’h a-ziàr kani ar maouezed. É vonet get neudenn he buhez e teskriv àr ar munud ar vuhez pemdeziek, an darvoudoù bras hag emdroadur kevredigezh enez Groe hed-ha-hed an XXvet kantved.
Predegenn kaset e brezhoneg (troet àr ar prim evit an nann-vrezhonegerion) àr-lerc’h banniñ an teulfilm Tante Mélanie (e galleg), e bezañs ar sevenour,
Emmanuel Audrain. Aozet get Ti Douar Alre, Kerlenn Sten Kidna ha kumun Landevan.
Landevan, sal Kerverh 6 e 30 g.m. Lod hervez pep unan
23 C'hwevrer 2026





