Connexion
FR | BR
Brudin dre +

Lec'hiiñ


Saverion

Darempred

50 vlez an Dorn glas en Intel hag en Ardeven

Animation - 13 Ebrel 2025

Tres

1974 : er c’hazetennoù e lenn tud ar c’hornad e faot d’ar Stad C’hall lakaat da sevel ur greizenn nukleel en Ardeven. Diouzhtu, get un nebeut tud, eo krouet ar
C’HRIN (Comité Régional d’Informations Nucléaires) evit kelaouiñ an dud. Emvodoù publik a zo aozet en holl gumunioù war vord ar mor, etre an Oriant ha
Gwened. Dont a ra ar bobl da vout emskiant eus dañjer an nerzh nukleel, ha da vout ur mailh àr ar Vuhez, àr ar skiantoù hag àr ar politikerezh. Sevel a ra ar aenep
ar raktres, fall-spontus eviti hag evit ar rummadoù da zont. D’an 30 a viz Meurzh 1975 e vale 15000 den war-zu an Ardeven. A-benn ar fin eo
dilezet raktres ar Stad, ha get se eo gwarezet endro dibar aod an Ardeven. Ur c’hizelladur e stumm un dorn glas a zo savet evit aroueziñ trec’h ar bobl ha
derc’hel soñj. Talvezout a ra an Dorn glas « Ne dremenoc’h ket » ha « sikourit deomp ». Hiziv c’hoazh eo arouez ar stourm-mañ : « Nerzh nukleel ebet, nag
amañ nag e lec’h all ».

Télécharger le programme