
Miziad ar brezhoneg 2025
E-pad miz Meurzh e vo kinniget un tregontaad abadenn bennak àr zouar Alre evit dizoloiñ ha lakaat ar brezhoneg àr wel. Emgavioù...
> Gouiet hiroc'hIzili ti Douar Alre zo kevredigezhioù pe tud en o unan hag a venn kemer perzh e buhez ar gevredigezh.
Ar skodenn zo lakaet da 15 € evit un den en e unan ha da 20 € evit ur gevredigezh..
Bout ezel ag ar gevredigezhResev ar lizher-brudiñ
Challenge Douar Alre Sobhi Sport
Abaoe 2011, ar blez mad eo bet savet, e vez aozet Challenge Douar Alre-Shobi Sport dindan Ti Douar Alre, ti ar sevenadur vreton hag ar brezhoneg e Bro An Alre. Ar c'hevredigezhioù é kinnig hag é sevel ar redadegoù hag ar baleadennoù kenkoulz 'vel an dud a gemer perzh enne a zo holl oberiant e gwarez hor glad naturel : brudiñ a reont an hentoù, o derc'hel a reont e stad ha digor a reont hentoù nevez dre ar vro. Engortoz e vêr a welet ken na vo pell un hent glas é treuziñ rac'h bro An Alre, adalek Kamorzh betek Kiberen.
Kenaozadur ar challenge : 06 03 40 66 36 - aarhuero5611@gmail.com
Doareoù, roll ar rederion loreet àr www.tidouaralre.com hag àr www.runners56.fr.
Ken aozet get Sobhi Sport - Vannes