Connexion
FR | BR
Brudin dre +

Lec'hiiñ

Bar Breton, 6 Rue Georges Cadoudal
56400 Brech

Saverion

Darempred

Bar Breton,
6 Ru Georges Cadoudal, 56400 Brec'h

02 97 57 71 20

Ar Barrad Mae

Get ar familh Brech - 30 Ebrel 2017

Tres

Ti Douar Alre, Deskam - kevredigezh kerent bugale hentenn divyezhek skol ar Pont-Douar - hag ar Bar Breton a zo daet c'hoant dezhe da adlañsiñ mod ar Barrad Mae. Deiz kent ar 1añ a Vae, d'enderv-noz, e vo maeet enta tier bourc'h Brec'h; evit degemer an nevez-hañv ha saludiñ distro an amzer vrav e yay an dud asampl da lakaat pep a barrad fav doc'h tier ar vourc'h.

Adalek 5e30 : "Kafe 4 eur" er Bar Breton, plasenn ar C'hreizkêr; a vat evit evit ar vugale, hervez o c'hoant d'an dud daet. 6e30 : tro ar vourc'h, ambrouget get sonerion, da vaeiñ an tier. Adalek 7e30 : apero sonet (Samuel an Henanf...) ha kanet er Bar Breton.

Digor d'an holl.

 

1 Mae 2017

Ar Barrad Mae

Maeiñ e di, stagiñ doc'htañ ur barrad fav pe spern gwenn d'enderv-noz deiz diwezhañ miz Imbril : merchiñ an hent d'an nevez-hañv é kemer e vrud... Perak pas reiñ en-dro d'an akustumañs-se ...
> Gouiet hiroc'h