Connexion
FR | BR
Brudin dre +

Lec'hiiñ

Ti Hanok
56400 AURAY

Saverion

Darempred

Asteriks ha Kleopatra a-benn dilun e Ti Hanok (e brezhoneg)

Film AURAY - 30 Mae 2016

Tres

Skignet e vo Asteriks ha Kleopatra get ar sinema Ti hanok, a-benn dilun, 30 a viz Mae, da 8e30 da noz. Advouezhiet eo bet e brezhoneg n’eus ket pell zo get ar gevredigezh Dizale, staliet e Plarnel. Nolwenn Korbell eo an hini he deus roet he mouezh da Kleopatra. Kan a ra ivez barzh ar film. Ar film n’eo ket istitlet e galleg. War lerc’h ar film, e c’hello an dud chom da gomz asampl e brezhoneg. Dalc’homp soñj e komze ar Galianed ur yezh kelt hag a gont e mesk gourdadoù ar brezhoneg, yezh kelt nemeti a vez komzet c’hoazh war kevandir Europa. 

An istor : « N’hell ket mui Kleopatra gouzanv dismegans Jules Kaezar e keñver he fobl : a c’houde ar piramidoù, eme Kaezar, an Ejipsianed n’o deus ket mui savet netra a-bouez… Ha setu da Numerobis, pennsaver Kleopatra, da sevel ar c’haeran palez bet savet biskoazh e korf tri miz. Met taget eo get ar Romaned ! Goulenn a ra sikour get Panoramiks, ur mignon kozh dezhan, ha get Asteriks ha Obeliks ivez… ». 

Poltredoù