Connexion
FR | BR
Brudin dre +

  • 14 Meurzh 2026

    GOBER E BREZHONEG (STAJ YEZH)

    Devezh e brezhoneg : un devezh evit bout soubet er yezh get atalieroù disheñvel (sevel un abadennig radio, alejiñ boued, c’hoarioù...) graet espres-kaer evit an dud a grog da gomz brezhoneg : setu danvez ar staj-mañ. Un digarez ivez da lâret kaer ha da zebriñ get tud nevez, d’ober bourrapl a-gevred. Aozet get Kerlenn Sten Kidna. An Alre, sal Sten Kidna 9 e30 a.m. > 17 e g.m....

  • 14 Meurzh 2026

    AR BIZIED LIANT (STAJ SONEREZH + FILAJ)

    Deskiñ ambroug tonioù a vro Gwened (tonioù da zañsal, tonioù a-boz, tonioù sakr ha disakr). Frazenniñ, ezteurel, luskiñ ha kendoniiñ. Prantad labour a-stroll hag hiniennel a-bep eil. Digor d’ar sonerion akordeoñs arroutet (ha da venvegoù arall, goulenn get ar c’helennour, 10 lec’h d’ar muiañ). Un devezh atalier kaset get Samuel Le Henanff. Filaj da heul e sal ar Vadalen, nozvezh...

  • 14 Meurzh 2026

    ​​EVNED, LAZ-KANAL AR GOULOÙ-DEIZ / LE CHOEUR DE L’AUBE (DAÑS)

    Setu ur pezh nevez savet, etre dañsoù Breizh ha dañs a-vremañ. En ur implij mimolojismoù (pozioù é tambreziñ kan al laboused) e-barzh rimadelloù dastumet àr ar maezoù e bro Gwened, en em gav lakaet hor bed-ni keñver-ha-keñver get kani al laboused. Ho kouviiñ a ra an arvest eVned, le choeur de l’aube etre teñvelded ha sklêrijenn, etre didrouz ha kan liesvouezhiek, da selaou doc’h...

  • 18 Meurzh 2026

    ​EMGAV GET JOB AR BAYON (LENN)

    Lennadennoù a destennoù brezhonek tennet a oberennoù Job ar Bayon, a bep eil get tonioù muzik (telenn) kempennet get studierion Skol Sonerezh Sakr Santez- Anna. Un digarez da deurel ur sell àr an oberenn-se ankouaet betek re hiziv-andeiz. Aozet get Kerlenn Sten Kidna ha mediaoueg Santez-Anna-Wened. Stez-Anna-Wened, mediaoueg 11e a.m. > 11e45 g.m. A-vat

  • 18 Meurzh 2026

    ​LENNADENNOÙ - SELAOUIT HAG E KLEVAHET

    Meur a wezh e-pad ar miz hag e meur a vediaoueg ag ar c’hornad e vo kinniget d’ar re vihan (adal 3 blez) emgavioù en-dro da levrioù e brezhoneg ; digarezioù da vamiñ, da c’hoarzhet, da veviñ avañturioù-kaer a-stroll. Aozet get Ti Douar Alre hag ar mediaouegoù : • d’ar Merc’her 18.03, da 4 e 30 g.m. e mediaoueg Athéna, An Alre. • d’ar Sadorn 21.03, da 10 e a.m. e mediaoueg...

  • 19 Meurzh 2026

    ​​AN BHFUIL TÚ GO MAITH ? (TAÑVA)

    An iwerzhoneg, ken tost ha ken pell ag ar brezhoneg àr un dro ! Da geñver gouel Sant-Padrig, e-pad un euriad hanter, ho po tro d’ober un tañva d’ar yezh-se dre ar brezhoneg, da zeskiñ un nebeudig frazennoù, da glevet ha da welet penaos eo an iwerzhoneg evit gwir, ha d’ober bourrapl en enor d’ar sevenadur-se, ken hoalus ! Aozet get Kerlenn Sten Kidna. An Alre, sal Kerlenn Sten Kidna...

  • 21 Meurzh 2026

    LENNOMP A-GEVRED ! (EMGAV)

    Dait da gomz e brezhoneg ag ar levrioù hoc’h eus lennet pe adlennet nevez zo. Ne vern pesort levr e vehe ! Digor d’an holl lennerion. Aozet get Kerlenn Sten Kidna. Brec’h, mediaoueg 10e15 a.m. > 12e A-vat

  • 21 Meurzh 2026

    ​ÀR ROUDOÙ HON HENDADOÙ, ETRE BOURJEREL HA PORZH AR PAOU (TROIAD-BALE)

    Tro-vale trema Bourjerel ha porzh-mor ar Paou àr roudoù andevizerion ar c’houmanantoù en XVIIIvet kantvlezad hag annezidi gentañ ar porzh : moraerion, tavarnourezed, kilvizion-bagoù, melinerion. Kaoz a vo ivez a floderezh ar butun e-pad an Dispac’h bras, Ergerzhadenn Kiberen ha mojennoù ar vro. Merenn-enderv er Paou. Un droiad-bale kaset get Mikael Rouby. (Ma ra glav e vo kinniget ur bredegenn...

  • 21 Meurzh 2026

    ​LENNADENNOÙ - SELAOUIT HAG E KLEVAHET

    Meur a wezh e-pad ar miz hag e meur a vediaoueg ag ar c’hornad e vo kinniget d’ar re vihan (adal 3 blez) emgavioù en-dro da levrioù e brezhoneg ; digarezioù da vamiñ, da c’hoarzhet, da veviñ avañturioù-kaer a-stroll. Aozet get Ti Douar Alre hag ar mediaouegoù : • d’ar Sadorn 21.03, da 10 e a.m. e mediaoueg Pleuwigner.

  • 22 Meurzh 2026

    ​FAS-OC’H-FAS / FACE-À-FACE (SONADEG)

    Sonennoù e Brezhoneg hag e Galleg : pa gej sonennoù a Vreizh-Izel doc’h kanennoù a vro C’hallo. Kinnig a ra ar c’houblad kanerezed-mañ ag ar Mor-Bihan, Sylvie Gwiner ha Yannick Gargam, un diviz kanet é veskiñ brezhoneg ha galleg. Evit kement ton kanet e brezhoneg e vo klevet e bar e gallaoueg, hag ar memp tra en tu kontrel. Kouviet oc’h da zizoloiñ pegen pinvidik eo hengoun ar c’han...

  • 25 Meurzh 2026

    AN TI KAMM (ARVEST MARGODENNOÙ)

    Emañ Alfonso é veviñ en ur vro vurzhudus, e-touez ur gumuniezh paour. Du-se, pep hani en deus un ti da zek vlez. Met unnek vlez eo Alfonso dija, ha n’en deus kavet ti ebet : ne chom dezhañ nemet un devezh evit er c’havout a-raok devezh lid an tier... Aozet get Ti Douar Alre, Kerlenn Sten Kidna ha mediaoueg Brec’h. Brec’h, mediaoueg 11 e a.m. A-vat (Adal 3 blez)

  • 25 Meurzh 2026

    Tañva d'ar Brezhoneg

    Un abadenn digor da gement den c'hoant getañ deskiñ un tamm brezhoneg : penaos saludiñ, en em brezantiñ, kimiadiñ, goulenn get unan penaos e ya getañ ha kontiñ betek dek ! Ha prest oc'h ? Partiet eo! - Mediaoueg Brec'h, 10e a.m.

  • 27 Meurzh 2026

    1,2,3 DEUS DA C'HOARI !

    Ha C'hwi 'zo tik get ar sifroù ? ha c'hoari a blij deoc'h ? Emañ an abadenn-mañ evidoc'h : ul loto. N'eus ket gwell evit krogiñ get an dibenn-sizhun ! Digor d'ar vrezhonegerion èl d'an nann-vrezhonegerion. Aozet get divyezh Plunered Adal 6e30, 1euro ar gartenn

  • blbl
    28 Meurzh 2026

    Kan ar Bobl 2026 : A-gevret e Bro Gwened

    Emañ Kan ar Bobl é tostaat ! : Un digarez da dolpiñ kantadoù a ganerion/kanerezed, sonerion/sonerourezed ha bugale evit derc'hel bev, treuzkas ha kreñvaat hor glad sonet, kontet ha kanet! Hag e faot deoc'h kemer perzh en ur rummad e-pad Kan ar Bobl Lokoal-Mendon a vo dalc'het d'ar sadorn 28 a viz Meurzh 2026, na zoujit ket a vonet e darempred geneomp ! Amañ-dindan e kavoc'h ho folenn...

  • 28 Meurzh 2026

    FEST-NOZ

    Poellgor gevelliñ Pluvergad-Meriadeg a ginnig deoc’h donet da zañsal e Pluvergad betek 1e da vintin ; fest-noz nevez-hañv kaset get Afell, Pollen ha FAG+. Sal get ur plañcheris ; traoù da zebriñ ha da evet àr al lec’h (stand kafe, katev, krampouezh). Aozet get poellgor gevelliñ Pluvergad-Meriadeg. ​Pluvergad, sal an Erminiged 8 e 30 g.m. > 1e a.m. 8 €/A-vat –18 vlez

  • blbl
    29 Meurzh 2026

    Stage de danses Irlandaises

    Danses Irlandaises : Découverte des danses traditionnelles sur différents rythmes JIG, REEL, Polka De 9h00 à 13h00. Salle Jean et Marcelle Peron (salle située au skatepark d'Auray) 6€ (+5€ d'adhésion à l'association Ti Douar Alre pour les non-adhérents) 1 dimanche par mois Prochaines dates : Dimanche : 18.01 / 22.02 / 29.03 / 26.04 / 17.05 / 28.06. Organisé par Ti Douar Alre...

  • 1 Ebrel 2026

    ​ROUE HA ROUANEZ AN OZEGANEZ (KONTADENN LENNET)

    Ur gontadenn ag ar vro, evit ar re vras hag ar re vihan, lennet get Daniel Carré (e brezhoneg). Aozet get Ti Douar Alre ha mediaoueg Landaol. Landaol, mediaoueg 4e g.m. > 5e30 g.m. A-vat

  • blbl
    12 Ebrel 2026

    Entre 10 et 12 Etre 10e ha kreistez

    L'association Pluvigner Patrimoines, constituée d'amateurs d'histoire et de patrimoine, vise la valorisation des patrimoines de Pluvigner (matériel, immatériel, naturel, bâti...). Ses travaux font, entre autres, l'objet de rendez-vous ouverts à toutes et tous : conférences, balades commentées, causeries, ouvrages, expositions... Elle invite toute personne intéressée à rejoindre ses membres.  ...

  • blbl
    13 Ebrel 2026

    Stal Kanal / Atelier de chant breton avec Elouan Le Sauze

    Ti Douar Alre vous propose une série de 2 heures d'ateliers de chant traditionnel breton avec le chanteur et enseignant Elouan Le Sauze. Vous souhaitez découvrir son univers ? inscrivez vous ! Sonneur de bombarde et de biniou ainsi que chanteur, Elouan Le Sauze cumule une solide formation académique (conservatoires, pôle supérieur, Diplôme d’Etat) et un parcours initiatique au fil des nombreux...

  • blbl
    24 Ebrel 2026

    ​Scène ouverte Conte, Lecture, Musique, Chant, Poésie avec l'association "Histoire de Mots"

    Scène ouverte Conte, Lecture, Musique, Chant, Poésie avec l'association "Histoire de Mots" 15h30 > 17h30  Inscriptions : Merci de laisser votre nom, numéro de téléphone, titre et durée de l'intervention 06 86 03 16 38 ou mariehmil@sfr.fr 10 min max/participant.e Lieu : Pavlova, Place Voulien, 56470 La Trinité-sur-Mer. Autres dates Vendredis : 13/03 ; 24/04/2026