Lec'hiiñ
Salle Helene Branche
56400 Auray
Saverion
Darempred
degemer@tidouaralre.com
Predegenn (e brezhoneg)
Prezegenn Auray - 21 Mae 2026Tres
Er bloavezh 1900 e teuas milionoù a dud a seizh korn ar bed da gemer perzh e Diskouezadeg etrevroadel Pariz. An Doktor Léon Azoulay, ezel Kevredigezh Antropologiezh Pariz, a gavas aze un digarez a-feson evit enrolliñ yezhoù ar bed holl. Er gêriadenn vrezhon bet savet a-ratozh evit reiñ brud d'ar vro en em gavas get Bretoned ha Bretonezed, brezhonegerien an holl anezhe. Enrollet e voent bet getañ ; en o-mesk e oa tud a vro An Alre ( a Velz, a Bleuwigner, ag An Ardeven … ) Kinniget e vo deoc’h an enrolladennoù-se hag istor hor c’henvroidi enrollet oc'hpenn ur c’hantved-zo.





