Connexion
FR | BR
Brudin dre +

Lec'hiiñ


Darempred

A blasenn da blasenn e Pleuwigner

Balade - 5 Gouere 2019

Tres

Kerlenn Sten Kidna, ar gevredigezh a ra àr-dro kentelioù brezhoneg evit an dud deuet a hed ar blezad e Pleuwigner hag e kumunioù Bro an Alre a ginnig deoc'h ur valeadenn e bourc'h Pleuwigner d'an 5 a viz Gourhelen adalek 8e15 da noz.
            El bep blez e vo lusket ar valeadenn-mañ get tud a youl vat kevredigezh Kerlenn Sten Kidna hag o c'hevelerion.   Ambrouget e veoc'h dre ruioù hag ivarzhoù war-zu oberezhioù dishenvel. Un droiadig hent e gwirionez met atav get ur bochad traoù kaer ha dic'hortoz da gavout. Bout e vo sonerion, konterion ha kanerion doc'h ho kortoz evit un nozhvezh plijus e galleg hag e brezhoneg. Kanet 'vo, c'hoarzhet' vo !
Neuze, skrivit an deiziad-mañ en ho kalander !
Digor eo da razh an dud evit netra. Dait niverus da gemer plijadur !
 
 

Poltredoù