Lec'hiiñ
Ti Douar Alre, 11 rue du Tanin
56330 Pluvigner
Saverion
Darempred
tidouaralre@gmail.com
Un devezh àr an dachenn (e brezhoneg)
Emgav Pluvigner - 20 Meurzh 2024Tres
20 studier.ez en o eilvet pe trived blezad studi àr ar brezhoneg er gevrenn geltiek e skol-veur Breizh-Uhel (Roazhon II) a vo degemeret àr zouar Alre.
O fal : dizoloiñ kevredigezhioù ha pemdez tud - koskor pe a youl vat - é kas labour e brezhoneg àr dachenn ar sevenadur.
Degemeret e vint da gentañ e Ti Douar Alre evit un eskemm àr ar vro, lec'h hag obererezhioù an ti hag e rouedad e-keñver ar brezhoneg ; da greisteiz e vo un emgav ledanoc'h get brezhonegerion ar c'hornad.
D'enderv e vint degemeret get Brezhoweb ha Kenleur en Alre.
Gouiet hiroc'h : Ti Douar Alre pe 06.61.44.40.32





