Connexion
FR | BR
Brudin dre +

Lec'hiiñ


Darempred

02 97 29 16 58 / ksk@ksk.bzh

Devezh staj (e brezhoneg)

Staj - 3 Mezheven 2023

Tres

Get atalieroù a bep sort (keginañ : deskiñ gober krampouezh, c'hoari, soniñ a-veg..) kaset e brezhoneg, e c'hell an dud a gemer perzh gwellaat o ampartiz ha brasaat o geriaoueg. Un digarez ivez da vonet e darempred get tud nevez  e-ser bout soubet er yezh, get plijadur !

N'eo ket rekis bout é teskiñ brezhoneg get hor c'hevredigezh evit donet d'an devezh staj, rak digor e vez d'an holl re a oar tammoù brezhoneg.
Aozour : Kerlenn Sten Kidna

Lec'h : E ekomirdi  Sandegan – Straed Park Segal - 56400 BREC'H

Eurioù : etre 9e30 ha 5e d'enderv

Priz : 15 € (un devezh) evit ar re e-mesk deskerion Kerlenn Sten Kidna, 20 € (un devezh) evit an dud n'int ket izili.

Merenn : Ar stajidi a zegas o boued. Posubl e vo degas boued da lediñ àr ar c’hrampouezh a vo alejet àr ar palennoù-krampouezh.

Lakaat e anv : 02 97 29 16 58 / ksk@ksk.bzh a-raok ar  Merc'her 31 a viz Mae 2023