Connexion
FR | BR
Brudin dre +
1 Du 2016

E-kreiz hor prantad gouelioù "Douar Alre gouel bemdez 2016"

Setu-ni en em gavet e-kreiz hor prantad gouelioù "Douar Alre Gouel Bemdez 2016". A-hed an tennad kentañ hon eus bet tro da welet tro da welet abadennoù a bep seurt, re vras ha re bihanoc'h. E pep lec'h eh eus bet gwelet tud ; e pep lec'h eh eus bet klasket o degemer a-feson ha roiñ dezhe dudi, plijadur, gouiziegezh. A-fet an degouezhioù savet genomp-ni, get Ti Douar Alre enta en e-unan pe e-ser un emglev get ur gevredigezh pe un aozadur arall, e karahen menegiñ sonadeg Youn Kamm (tro 250 den er sal ; brav, ur bam !), Enez al legumaj (ur pezh e brezhoneg c'hoariet dirak 150 den, ha niverus ar vugale en o mesk), un devezh kendiviz (get ur 100 den bennak) e ti Kendalc'h, ur filaj e brezhoneg e mirdi Sentegan, atelieroù troet àr an arzoù nevez e Ti Hanok, abadennoù tañvad ar yezh...

An eil tennad a zo doc'h hor gortoz bremañ, atav ken liesseurt an danvez ha ken strewet an emgavioù dre zDouar Alre : baleadennoù, sonerezh, c'hoariva, levrioù, atelieroù... Er gwelet a rer en ur vonet dre ar c'haier program pe àr al lec'hienn-mañ. Erbat e vo neoazh disoñjal emgavioù èl Darempred (ur gartenn wenn roet da vBruno Le Berre) d'ar sadorn 12 ha Devezh ar vugale, d'ar gwener 18 a viz Du e Mendon.

Tro hor bo enta d'en em welet c'hoazh edan berr àr hentoù Douar Alre Gouel Bemdez.