Connexion
FR | BR
Brudin dre +
10 Genver 2024

Kan ar Bobl 2024 : A-gevret e Bro Gwened

Ar blez-mañ e vo kinniget evit an eilvet gwezh kenstrivadeg Kan Ar Bobl àr zouar Alre " A Gevred e Bro Gwened ".

Kan ar Bobl a zo daet da vout un degouezh a-bouez e bed sevenadur Breizh abaoe 1973.
Un digarez da dolpiñ kantadoù a ganerion hag a sonerion evit derc'hel bev, treuzkas ha kreñvaat hor glad sonet ha kanet.

Dalc'het e vo d'ar Sadorn 17 a viz C'hwevrer, er sal Emeraude e Lokoal-Mendon.
Mand oc'h e soñj lakaat hoc'h anv ha kemer perzh enni, kasit deomp en-dro ar fichenn a gavoc'h amañ-staget, dre vail pe dre lizher, a-raok al Lun 2 a viz C'hwevrer.

kasit ho postel dre vail pe dre bost : tidouaralre@gmail.com / Ti Douar Alre, 11 rue du Tanin, 56330 Pluvigner

Dielloù stag

 Fichenn enskrivadur KAB 2024