Connexion
FR | BR
Brudin dre +
24 Du 2025

Kinnig Labour Renour / Renourez kamp an hañv 2026

Kefridi : Sevel ur bare animatourion.rezed evit ober àr-dro ur strollad 20 bugel etre 7 ha 15 vlez.

Sevel ha kas ur raktres pedagogel e brezhoneg en-dro d'ar mor ha d'an aod (atalieroù hag oberezhioù àr vor gwelet mat) hervez ar penn linennoù pedagogel stur ; soñjal ha sevel raktres an animasionoù ; ren ha kas ar vuhez pemdeziek (kizidikaat d'ar boed bio produet er vro, d'an ekologiezh, d'an diveskiñ lastez...) hag an oberezhioù lakaet ; sevel ar filajoù. Bout gwarant a-fed surentez a gorf, a spered hag a vuhez vat ar vugale degemeret. Daremprediñ ar familioù, ar vugale, ar bare animatourion/rezed hag an aozadur é kinnig ar c'hamp.

Stummadur : BAFD klokaet gwelet mat-tre, stajiad get e stummadur; unan bennak a izili ar bare a zleo bout ar breved neuial ; brezhoneg mestroniet mat dre ret.

Doare kontrad : CDD

Gopr : groupe B-coeff 280

Sizhunvezh etre ar 5 hag an 11 a viz Gouere 2026. Tachenn kamping ar Goviro, Kiberen. 84 eurvezh (ober àr dro, kas ar bare: 10e/zevezh) + aozadur (7e/zevezh) : 7 devezh mui tri evezh aoziñ hag un devezh ehan.

Darempred : tidouaralre@gmail.com