Connexion
FR | BR
Brudin dre +

Lec'hiiñ

3 straed Veñde
29000 Quimper

Saverion

Darempred

KELENN
3 straed Vañde
29000 KEMPER
02 98 95 55 99
www.kelenn.bzh
kelenn@kelenn.bzh

Kelenn, stummadurioù e brezhoneg ha war ar brezhoneg : Dorioù digor

Animation Quimper - 7 Meurzh 2026

Tres

Pal pennañ an daou vintinvezh-se eo kinnig ar stummadurioù aozet gant Kelenn :

- ar stummadurioù  6 pe 3 miz war ar brezhoneg, evit an dud a fell dezho labourat en un endro skol divyezhek : kelennerien, skoazellerien deskadurezh... Ar stummadur "Diazez" a zo graet evit an deraouidi pe ar fals deraouidi. Ar stummadur "Donaat" a zo graet evit an dud ganto al live B1 eus ar CECRL dija.
- ar Master M2E (Micherioù ar C’helenn hag an Deskadurezh) emeur oc’h echuiñ ar vaketenn anezhañ. Graet eo evit an dud o deus un aotreegezh ha tapet ganto stumm nevez ar CRPE diavaez arbennik e yezh rannvro Diwan. Ma n’oc’h ket enskrivet er genstrivadeg 2026, e tisplegimp deoc’h penaos ober evit ar genstrivadeg 2027.
- stummadur kentañ kelennerien eil derez Diwan hag ivez an argerzh da heuliañ evit mont e-barzh.
Ouzhpenn ar c’hinnigoù-se e c’hallot ober anaoudegezh gant savadurioù Kelenn, e-barzh ur c’hampus ennañ skol Diwan Kemper-Penharz ha skolaj Diwan Jakez Riou, hag ober anaoudegezh gant stummerien ha stummerezed.
 

  • KELENN, 3 straed ar Vañde, 29000 KEMPER
    • D’ar Sadorn 7 a viz C’hwevrer 2026 etre 9h30 ha 12h30
    • D’ar Sadorn 7 a viz Meurzh 2026, etre 9h30 ha 12h30
    • KELENN
      3 straed Vañde
      29000 KEMPER
      02 98 95 55 99
      www.kelenn.bzh
      kelenn@kelenn.bzh
       

Poltredoù